Apocalyps 9:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak o galloud a oa en o genoù hag en o lostoù; o lostoù a oa heñvel ouzh naered hag o doa pennoù, ha dre ar re-mañ eo e raent droug. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ho galloud a oa en ho genou, hag en ho lostou, hag ho lostou, henvel ouz serpanted, ho doa pennou; ha gant ar re‐man e reant drouk. |
evit na vimp ken bugale vihan, o chom war var ha kaset amañ hag ahont gant pep avel a gredenn dre dromplerezh an dud ha dre o gwidre da dromplañ dre droidellerezh,
Lostoù o doa evel re ar c’hruged hag en o lostoù e oa broudoù. O galloud a oa da noazout d’an dud e-pad pemp miz.
An deirvet lodenn eus an dud a voe lazhet gant an tri dra-se, gant an tan, gant ar moged ha gant ar soufr a zeue eus o genoù.
Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n’o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc’hant, arem, maen ha koad, na c’hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout.