Apocalyps 9:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned20 Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n’o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc’hant, arem, maen ha koad, na c’hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout. Ver CapítuloTestamant Nevez 1897 (Jenkins)20 Hag ar rest euz an dud pere ne oant ket lazet gant ar gwalennou‐man n’ho doe ket a geuz euz a oberou ho daouarn, evit paouez da adori an diaoulou hag an idolou aour, hag arc’hant, ha mean ha coat, pere na hellont na gwelet, na klevet, na bale. Ver Capítulo |
Met en em uhelaet out a-enep Aotrou an neñvoù hag eo bet degaset dirazout listri ti Doue, evet hoc'h eus gwin enno, te, da re vras, da wragez ha da serc'hed. Meulet ec'h eus an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein, na welont ket, na glevont ket ha n'anavezont ket, ha ne'c'h eus ket roet gloar d'an Doue emañ en e zorn da c'hwezh ha da holl hentoù.