perak e savit, menezioù gant leinoù niverus, a-enep ar menez en deus dibabet Doue evit e chomlec'h? An AOTROU a vo o chom eno da viken.
Apocalyps 9:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Niver marc’hegerien an arme en em save da zaou zekviliad a zekviliadoù, klevout a ris an niver anezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an niver euz a gavalierien an arme‐ze a oa daou c’hant milion; rag klevet a riz an niver anezhe. |
perak e savit, menezioù gant leinoù niverus, a-enep ar menez en deus dibabet Doue evit e chomlec'h? An AOTROU a vo o chom eno da viken.
gwisket a limestra, gouarnerien ha pennoù-bras, tud yaouank kaer holl anezho, marc'hegerien pignet war gezeg-red.
da zistreiñ a rin, hag e lakain ur c'hrog ouzh da javed, hag e rin dit dont er-maez gant da holl arme, kezeg ha marc'hegerien gwisket kaer holl anezho, un engroez bras gant skoedoù bras ha skoedoù bihan, o kregiñ ar c'hleze holl anezho.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.
Ur stêr a dan a zeue hag en em skuilhe dirazañ. Mil miliad a servije anezhañ ha dekmil dekmiliad en em zalc'he dirazañ. Ar varn a voe diazezet hag al levrioù a voe digoret.
Me a sellas hag a glevas mouezh kalz a aeled en-dro d’an tron, ar bevien hag an henaourien, hag an niver anezho a oa eus dekviliadoù a zekviliadoù ha miliadoù a viliadoù.
Hag e klevis an niver eus ar re a oa bet merket, kant pevar mil ha daou-ugent a zo bet merket gant ar siell a-douez holl veuriadoù mibien Israel: