Apocalyps 7:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dre-se emaint dirak tron Doue hag e servijont anezhañ deiz ha noz en e dempl. An hini a zo azezet war an tron a chomo en o-zouez, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Abalamour da ze emaint dirag tron Doue, hag e servichont anezhan noz‐deiz en he dempl; hag an hini a zo azezet var an tron, a astenno he danten varnezhe. |
Rak David a lavaras: An AOTROU Doue Israel en deus roet diskuizh d'e bobl, a vo o chom e Jeruzalem da viken,
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c’hwi eo templ an Doue bev, evel m’en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.
An dra pennañ eus ar pezh hon eus lavaret, eo ma hon eus un hevelep beleg-meur, a zo en em azezet a-zehou da dron ar Veurdez en neñvoù,
Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.
Digor a reas e c’henoù evit mallozhiñ a-enep Doue, evit mallozhiñ a-enep e anv hag e dabernakl, hag a-enep ar re a chom en neñv.
An diaoul a douelle anezho a voe taolet er stank a dan hag a soufr, e-lec’h ma edo al loen hag ar fals-profed. Deiz ha noz ec’h estrenvanint evit kantvedoù ar c’hantvedoù.
Ne welis templ ebet enni, rak an Aotrou Doue holl-c’halloudek hag an Oan eo an templ anezhi.
Ne vo mallozh ebet ken. Tron Doue hag an Oan a vo enni, hag e servijerien a servijo anezhañ.
Ne vo ken a noz, n’o devo ken ezhomm eus lamp nag eus sklêrijenn an heol, rak an Aotrou Doue o sklêrijenno. Int a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.
En-dro d’an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.
Ar pevar bev o doa pep hini c’hwec’h askell hag en-dro hag en diabarzh e oant leun a lagadoù. Ne baouezent noz deiz da lavarout: Santel, santel, santel eo an Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu!
Pa roe ar bevien gloar hag enor ha gras d’an hini a oa azezet war an tron, d’an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù,
Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.