Apocalyps 6:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e lavarjont d’ar menezioù ha d’ar reier: Kouezhit warnomp ha kuzhit ac’hanomp a-zirak dremm an hini a zo azezet war an tron hag a-zirak kounnar an Oan, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag e lavarent d’ar meneziou ha d’ar reier: Kwezit varnomp, ha kuzit ac’hanomp euz a brezans an hini a zo var an tron, hag euz a goler an Oan; |
Kae e-barzh ar reier, hag en em guzh er poultr, evit tec'hout diwar spont an AOTROU, ha gloar e Veurded.
Ar marv a vo gwelloc'h eget ar vuhez evit an holl re a vano eus ar ouenn fall-se, a vano en holl lec'hioù ma em bo o c'haset, eme AOTROU an armeoù.
Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!
Jezuz a lavaras dezhañ: Henn lavaret ec’h eus. Ouzhpenn, e lavaran deoc’h, e welot hiviziken Mab an den azezet a-zehou da c’halloud Doue hag o tont war goabr an neñv.
Neuze, o sellout gant fae ouzh ar re a oa en-dro dezhañ hag o vezañ glac’haret eus kaleter o c’halon, e lavaras d’an den-se: Astenn da zorn. Astenn a reas anezhañ hag e teuas yac’h evel egile.
Neuze en em lakaint da lavarout d’ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d’ar krec’hiennoù: Goloit ac’hanomp!
hag a douas dre an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag en deus krouet an neñv hag an traoù a zo ennañ, an douar hag an traoù a zo warnañ, ar mor hag an traoù a zo ennañ, penaos ne vo ken a amzer,
Eus e c’henoù e teu ur c’hleze lemm evit skeiñ ar broadoù, rak gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn hag e wasko beol gwin kounnar daer an Doue holl-c’halloudek.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.
Ha kerkent e voen estlammet er spered. Ha setu, un tron a oa savet en neñv hag unan bennak azezet war an tron.
Eus an tron e teue luc’hed, kurunoù ha mouezhioù. Dirak an tron e teve seizh lamp gwrezus a zo ar seizh spered eus Doue.
Pa roe ar bevien gloar hag enor ha gras d’an hini a oa azezet war an tron, d’an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù,
Hag e welis e dorn dehou an hini a oa azezet war an tron ul levr skrivet en diabarzh hag en diavaez, siellet gant seizh siell.
Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?
En deizioù-se an dud a glasko ar marv ha ne gavint ket anezhañ, fellout a raio dezho mervel hag ar marv a dec’ho diouto.