Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 10:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!

Ver Capítulo Copiar




Ozea 10:8
32 Referencias Cruzadas  

Klevout a rejont trouz an AOTROU Doue a gerzhe el liorzh en aezhenn an abardaez. Adam hag e wreg en em guzhas a-zirak dremm an AOTROU Doue, e-touez gwez al liorzh.


Hag e krias a-enep an aoter, a-berzh komz an AOTROU, hag e lavaras: Aoter, aoter, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ur mab a vo ganet e ti David, e anv a vo Jozia, lazhañ a raio warnout aberzhourien an uhellec'hioù a laka da vogediñ warnout, ha devet e vo warnout eskern tud.


Hag an dra-se a zeuas da vezañ ur pec'hed evit ti Jeroboam, a voe diverket ha distrujet diwar c'horre an douar.


Hag e teroio Israel en abeg da bec'hedoù Jeroboam, en deus pec'het ha lakaet Israel da bec'hiñ.


An aoter a oa e Betel, an uhellec'h bet graet gant Jeroboam mab Nebad, an hini en doa lakaet Israel da bec'hiñ, an aoter-se hag an uhellec'h a ziskaras, hag e tevas an uhellec'h, hag en lakaas e poultr, hag e tevas an Ashera.


Pa voe echu kement-se, holl re Israel hag en em gave eno a yeas dre gêrioù Juda, hag e torrjont an delwennoù, hag e tiskarjont an Asheraoù, hag e tispennjont an uhellec'hioù hag an aoterioù a oa en holl Juda, Benjamin, Efraim ha Manase, ken na voe holl distrujet. Hag holl vibien Israel a zistroas, pep hini d'e zalc'h, pep hini d'e gêr.


Hag ez aint e kevioù ar reier, hag e toulloù an douar, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.


Hag ez aint e skarroù ar reier, hag e kleuzioù ar menezioù, evit tec'hout diwar spont an AOTROU ha gloar e Veurded, pa savo evit skeiñ gant an douar.


War zouar va fobl e kresko an drein hag an drez, zoken war an holl diez a levenez eus ar gêr laouen.


Ar spern a gresko en he falezioù, an drez hag an askol en he c'hreñvlec'hioù. Eno e vo toulloù an aourgon ha tiez ar struskañvaled.


O c'halon a zo lodennet, hag e vint disklêriet kablus. Eñ a ziskaro o aoterioù hag a zistrujo o feulioù.


Tud Samaria a vo spouronet abalamour da leueoù Betaven. Rak ar bobl a raio kañv warno, hag o aberzhourien a greno evit o gloar a ya da vont kuit eus o c'hreiz.


Adalek deizioù Gibea ec'h eus pec'het, Israel. En em zalc'het int eno, ar brezel a-enep mibien an direizhder n'en deus ket o zapet e Gibea.


Setu perak ez an da serriñ da hent gant spern. Sevel a rin ur voger, en doare ma ne gavo ket he gwenodennoù.


Aberzhiñ a reont war-lein ar menezioù, hag e lakaont da vogediñ war ar c'hrec'hiennoù, dindan an derv, an efl, an tourmantin, rak o skeud a zo plijus. Setu perak ho merc'hed a c'hastaouo, hag ho merc'hed-kaer a raio avoultriezh.


Mar gastaouez, Israel, ra ne zeuio ket Juda da vezañ kablus. N'it ket da C'hilgal, na bignit ket da Vetaven, ha na douit ket: An AOTROU a zo bev!


Sonit ar shofar e Gibea, sonit an drompilh e Rama, laoskit kriadennoù e Betaven, emaomp war da lerc'h, Benjamin!


Samaria, da leue en deus da daolet kuit. Va c'hounnar a zo entanet a-enep dezho. Betek pegeit ne c'hellint ket bezañ glanaet?


Rak setu ez int aet kuit en abeg d'an distruj. An Ejipt o dastumo, Memfiz o sebelio. Al linad a berc'henno o zraoù prizius en arc'hant, ar spern a gresko en o zeltennoù.


Terriñ a rin prenn Damask, hag e tistrujin tud Bikad-Aven hag an hini a zalc'h ar vazh-roue e Bet-Eden. Hag e vo harluet evel sklaved pobl Siria betek Kir, eme an AOTROU.


en deiz ma kastizin Israel evit e zisentidigezh. Me a gastizo aoterioù Betel, bruzunet e vo kernioù an aoter hag e kouezhint d'an douar.


Lec'hioù uhel Izaak a vo gwasted, santualioù Israel a vo distrujet, hag e savin a-enep ti Jeroboam gant ar c'hleze.


Ar re a dou dre bec'hed Samaria hag a lavar: Ra vevo da zoue Dan! Ra vevo hent Beer-Sheba! a gouezho ha n'adsavint ken.


Stag ar marc'h ouzh ar c'harr, plac'h Lakish! Te eo bet penn-kentañ ar pec'hed evit merc'h Sion, rak ennout o deus kavet torfedoù Israel.


Kement-se holl en abeg da bec'hed Jakob, en abeg da bec'hedoù ti Israel. Pehini eo pec'hed Jakob? Ha n'eo ket Samaria? Pere eo uhellec'hioù Juda? Ha n'int ket Jeruzalem?


Te ivez a vo mezvet, te a vo kuzhet, te ivez a glasko ur vod diouzh da enebour.


Neuze en em lakaint da lavarout d’ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d’ar krec’hiennoù: Goloit ac’hanomp!


Kemeret em eus ho pec'hed, al leue ho poa graet, hag em eus e zevet en tan, hag em eus e freuzet ken na voe aet e poultr. Taolet em eus ar poultr er froud a ziskenne eus ar menez.


hag e lavarjont d’ar menezioù ha d’ar reier: Kouezhit warnomp ha kuzhit ac’hanomp a-zirak dremm an hini a zo azezet war an tron hag a-zirak kounnar an Oan,


En deizioù-se an dud a glasko ar marv ha ne gavint ket anezhañ, fellout a raio dezho mervel hag ar marv a dec’ho diouto.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos