Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 10:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Adalek deizioù Gibea ec'h eus pec'het, Israel. En em zalc'het int eno, ar brezel a-enep mibien an direizhder n'en deus ket o zapet e Gibea.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 10:9
12 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a welas penaos drougiezh an den a oa bras war an douar ha penaos kement tra ijinet gant soñjoù e galon ne oa nemet fall e pep amzer.


An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.


Kastizañ a rin anezho hervez va youl, ha pobloù a vo dastumet a-enep dezho, pa vint staget ouzh o daou falloni.


Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!


Sonit ar shofar e Gibea, sonit an drompilh e Rama, laoskit kriadennoù e Betaven, emaomp war da lerc'h, Benjamin!


En em huduraet int holl, evel da zeizioù Gibea. Soñj en devo eus o direizhder, hag e kastizo o fec'hedoù.


Tud Gibea a zo en em savet a-enep din, kelc'hiet o deus en noz an ti ma oan ennañ, o fellout va lazhañ, gwallet o deus va serc'h, hag eo marvet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos