Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 10:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Roue Samaria a vo lamet kuit, evel eon diwar an doureier.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 10:7
9 Referencias Cruzadas  

Goude an traoù-se, Nabod eus Jizreel o kaout ur winienn e Jizreel, e-kichen palez Akab roue Samaria,


Met ael an AOTROU a lavaras da Elia an Tishbiad: Sav, pign en arbenn da gannaded roue Samaria ha lavar dezho: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa'z it da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron?


Hag Ozea mab Ela a iriennas a-enep Pekak mab Remalia, a skoas warnañ, hag en lazhas. Dont a reas da roue en e lec'h en ugentvet bloaz eus Jotam mab Ozia.


Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhañ, hag en ereas en un toull-bac'h.


Betel a raio evel-se deoc'h en abeg d'ho fallentez vras. Da c'houloù-deiz e vo kaset da get roue Israel.


Rak prestik e lavarint: N'hon eus roue ebet, rak n'hon eus ket doujet an AOTROU. Petra a rafe ur roue deomp?


Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!


Roet em eus dit ur roue em c'hounnar, hag e laman anezhañ em fulor.


gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic’houloù an deñvalijenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos