Ha setu ur bobl preizhataet ha diwisket; emaint holl chadennet e toulloù, kuzhet e toulloù-bac'h; deuet int da vezañ ur preizh ha nikun na zieub anezho, un diwisk ha den na lavar: Daskor!
Met an AOTROU eo Doue ar wirionez, an Doue bev hag ar Roue peurbadus. An douar a gren dirak e gounnar, hag ar broadoù ne c'hellont ket gouzañv e zroug.
Piv ne zoujfe ket ac'hanout, Roue ar broadoù? Kement-se a zo dleet dit, rak e-touez re furañ ar broadoù, hag en holl rouantelezhioù, den n'eo heñvel ouzhit.
Uhellec'hioù Aven, pec'hed Israel, a vo distrujet. Ar spern hag an askol a gresko war o aoterioù, hag e lavarint d'ar menezioù: Goloit ni! ha d'ar c'hrec'hiennoù: Kouezhit warnomp!
Met me a ziskouezo deoc’h piv a dleit doujañ. Doujit an hini en deus ar galloud da gas d’ar gehenn, goude m’en deus lazhet. Ya, a lavaran deoc’h, hennezh eo an hini a dleit doujañ.