Apocalyps 22:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, e teuan prest, ha va gopr a zo ganin evit reiñ da bep hini hervez an oberoù en devo graet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, setu, e teuan dizale, ha va gobr a zo ganen evit renta da bep hini hervez ma vezo bet he oberou. |
Ro dezho hervez o oberennoù hag hervez drougiezh o oberoù. Ro dezho hervez labour o daouarn. Ro dezho ar pezh a zo dleet dezho.
An Aotrou AOTROU a zeuio gant galloud, ren a raio dre nerzh e vrec'h, e c'hopr a vo gantañ, hag e oberennoù dirazañ.
Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoù an douar: Lavarit da verc'h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emañ he gopr ganti, hag hec'h oberenn dirazi.
Me an AOTROU a furch ar galon hag a amprou al lounezhi, evit reiñ da bep hini hervez e hentoù, hervez frouezh e oberoù.
Tost eo deiz bras an AOTROU, tost eo ha dont a ra gant hast. Klevet eo mouezh deiz an AOTROU, neuze an den kreñv a laosk kriadennoù c'hwerv.
Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.
An hini a blant hag an hini a zoura a zo heñvel, ha pep hini a resevo e c’hopr e-unan hervez e labour e-unan.
Ar broadoù a zo taeret ha da gounnar a zo deuet, kenkoulz hag an amzer da varn ar re varv, da c’hopraat da servijerien ar brofeded, ar sent hag ar re a zouj da anv, bihan ha bras, ha da zistrujañ ar re a zistruj an douar.
Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.
Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc’h en em zerc’hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.
An hini a ro testeni eus an traoù-mañ a lavar: Ya, dont a ran prest. Amen. Ya Aotrou Jezuz, deus!