Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d’e servijer Yann,
Apocalyps 21:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da’m c’havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret: Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan. |
Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d’e servijer Yann,
Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier.
En em laouenaomp, diskouezomp hol levenez ha roomp gloar dezhañ, rak eured an Oan a zo deuet hag e wreg yaouank a zo en em fichet.
Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma’z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.
Eñ a ziskouezas din ur stêr c’hlan eus an dour a vuhez, sklaer evel strink, a zeue eus tron Doue hag an Oan.
Ar Spered hag ar bried a lavar: Deus. Ra lavaro an hini a glev: Deus. Ra zeuio an hini en deus sec’hed. Ra gemero dour a vuhez evit netra an hini a fell dezhañ.
Lavarout a reas din: Ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion. An Aotrou Doue ar brofeded santel en deus kaset e ael evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest.