Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 21:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret: Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da’m c’havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 21:9
10 Referencias Cruzadas  

Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Hag unan euz ar seiz eal a oa ar seiz scudel ganthe, a zeuaz hag a lavaraz d’in: Deuz, hag e tiskouezin d’id barnedigez ar c’hast vraz, pehini a zo azezet var an doureier braz,


En em rejouissomp, ha diskouezomp hon levenez, ha rentomp gloar dezhan; rag deuet eo eured an Oan, hag he bried a zo en em gempennet.


Muzuri a reaz ive ar voger, pevar ilinad ha seiz ugent, diouz mezur eun den, pihini a oa hini an eal.


Ha me, Ian, a velaz ar gear zantel, ar Jerusalem nevez, o tisken euz an env a‐gichen Doue, kempennet evel eur vreg‐yaouank evit he fried.


Goude‐ze, an eal a ziskouezaz d’in eur rivier a zour beo, sclear evel cristal, hag a zeue er meaz euz a dron Doue hag an Oan.


Ar Spered hag ar Pried a lavar: Deuz. Hag an hini a glev, lavaro ive: Deuz. Hag an hini hen deuz sec’hed, ra zeuio; ha piou‐benag a fell dezhan kaoud dour beo, recevo en gratis.


Goude‐ze e lavaraz d’in: Ar c’homzou‐man a zo sur ha gwirion, hag an Aotrou, Doue ar brofeted santel, hen deuz digasset he eal, evit discleria d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezoud hep‐dale.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos