La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Apocalyps 21:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

An daouzek dor a oa daouzek perlezenn. Pep dor a oa eus ur berlezenn hepken, hag al leurgêr a oa en aour glan, heñvel ouzh gwer treuzwelus.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

An daouzec dor a oa daouzec perlezen; pep dor a oa great gant eur berlezen hep‐ken, hag ar blasen euz ar gear a oa euz a aour pur henvel ouz gwer pur.

Ver Capítulo



Apocalyps 21:21
10 Referencias Cruzadas  

Ar santual en doa en e ziaraog ugent ilinad hirder, ugent ilinad ledander, ugent ilinad uhelder. Hag e c'holoas anezhañ hag an aoter sedrez gant aour glan.


Ar wreg a oa gwisket gant limestra ha tane, kinklet gant aour, gant mein prizius ha gant perlez. Derc’hel a rae en he dorn un hanaf aour, leun a draoù euzhus hag a hudurniezh he gastaouerezh.


hag o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! A gêr vras, gwisket gant lin fin, gant limestra ha gant tane, kinklet gant aour, mein prizius ha perlez!


An hini a gomze ouzhin en doa ur walenn aour evit muzuliañ ar gêr, he dorojoù hag he moger.


Ar voger a oa mañsonet gant maen-yalp, hag ar gêr gant aour glan, heñvel ouzh strink glan.


E-kreiz al leurgêr ha war daou gostez ar stêr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioù ar wezenn a oa evit yac’haat ar broadoù.


Bez’ e oa ivez dirak an tron ur mor gwer heñvel ouzh strink. E-kreiz an tron hag en-dro d’an tron, e oa pevar bev leun a lagadoù a-dreñv hag a-raok.