Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Rouaned 6:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Ar santual en doa en e ziaraog ugent ilinad hirder, ugent ilinad ledander, ugent ilinad uhelder. Hag e c'holoas anezhañ hag an aoter sedrez gant aour glan.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 6:20
10 Referencias Cruzadas  

Diwar-benn ar santual, e lakaas anezhañ en diabarzh an ti, etrezek ar foñs, evit lakaat ennañ arc'h emglev an AOTROU.


Goleiñ a reas gant aour glan diabarzh an ti, hag e lakaas da dremen chadennoù aour dirak ar santual, a c'holoas gant aour.


Evel-se e c'holoas gant aour an holl di, an ti en e bezh. Goleiñ a reas ivez gant aour aoter ar santual en he fezh.


Salomon a reas ivez an holl draoù evit ti an AOTROU, an aoter aour, an taolioù aour a veze lakaet ar baraoù a ginnig warno,


Gwiskañ a reas a aour an ti, an treustoù, an treuzoù, ar mogerioù hag an dorojoù. Hag ec'h engravas cherubined war ar mogerioù.


Goleiñ a ri gant aour ar plenk, hag e ri o lagadennoù gant aour evit lakaat ar barrennoù, hag e c'holoi gant aour ar barrennoù.


An aoter-goad a oa uhel a dri ilinad hag hir a daou ilinad. He c'hornioù, hec'h hed hag he c'hostezioù a oa e koad. Hag e lavaras din: Amañ emañ an daol a zo dirak an AOTROU.


Hag e vuzulias, e diaraog an templ, e hirder, ugent ilinad, e ledander, ugent ilinad, hag e lavaras din: Emañ Sant ar sent el lec'h-mañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos