Rak mil bloaz dirak da zaoulagad a zo evel an devezh dec'h pa'z eo tremenet, hag evel ur veilhadenn en noz.
Apocalyps 20:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e taolaz anezhan ebarz an abim, hag e serraz varnezhan, hag e lekeaz eur siel varnezhan, evit na deuje mui da drompla ar boblou, ken a vije peur‐dremenet ar mil bloaz‐ze; ha goude‐ze e ranko beza dichadennet evit eun neubeud amzer. |
Rak mil bloaz dirak da zaoulagad a zo evel an devezh dec'h pa'z eo tremenet, hag evel ur veilhadenn en noz.
Hag e voe degaset ur maen a voe lakaet war digor ar foz, hag ar roue a siellas anezhañ gant e walenn ha gant gwalenn e re vras, evit na vefe kemmet netra e-keñver Daniel.
Rak fals-kristed ha fals-profeded a savo, hag e raint sinoù bras ha burzhudoù en hevelep doare ma tromplint, ma vije gallet, ar re zibabet o-unan.
Mont a rejont eta kuit hag e lakajont e surentez ar bez en ur siellañ ar maen hag o lakaat gwarded war e dro.
Ar re a zo a-hed an hent, eo ar re ma’z eo hadet ar ger ennañ, met kerkent m’o deus e glevet, e teu Satan hag a zilam ar ger a oa bet hadet en o c’halonoù.
Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.
Koulskoude re garet-mat, na dremenit ket hep anavezout penaos, evit an Aotrou un devezh a zo evel mil bloaz ha mil bloaz evel un devezh.
An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.
Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d’ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d’al loen, an hini a oa c’hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c’hleze.
Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh.
Al loen ac’h eus gwelet a zo bet ha n’emañ ken. Dleout a ra sevel eus an donder ha mont er gollidigezh. Ar re a chom war an douar ha n’eo ket bet skrivet o anvioù el levr a vuhez adalek krouidigezh ar bed a vo souezhet o welout al loen, rak bet e oa ha n’emañ ken, petra bennak ma’z emañ c’hoazh.
Gwelout a ris un ael o tiskenn eus an neñv, gantañ alc’houez an donder hag ur chadenn vras en e zorn.