Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 20:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Hag e taolaz anezhan ebarz an abim, hag e serraz varnezhan, hag e lekeaz eur siel varnezhan, evit na deuje mui da drompla ar boblou, ken a vije peur‐dremenet ar mil bloaz‐ze; ha goude‐ze e ranko beza dichadennet evit eun neubeud amzer.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 20:3
17 Referencias Cruzadas  

Rag sevel a raio fals‐Christed, ha fals‐profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho‐unan.


Mond a rejont eta kuit, hag e lekejont sur ar bez, en eur siella ar mean, hag o lakaad gwarded en dro dezhan.


Ar re a zo a‐hed an hent, eo ar re a zo hadet ar Ger enhe, mes kerkent m’ho deuz he glevet, e teu Satan hag e lam kuit ar Ger a oa bet hadet en ho c’halonou;


Hag e pedent anezhan ne gommandje ket dezhe mond e punz an abim.


Mes aoun em euz, ne c’hoarvezfe ganeoc’h evel gant Eva a oe tromplet dre finessa ar serpant, na deufe ho sperejou d’en em gorrompi en eur dilezel ar simplicite a zo er C’hrist.


Koulskoude, va breudeur muia‐karet, arabad eo deoc’h choum heb anaoud eun dra: penaos dirag an Aotrou euz devez a zo evel mil bloaz, ha mil bloaz evel eun devez.


Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.


Ha trompla a rea an dud a oa var an douar, dre ar burzudou a oe roet ar galloud dezhan da ober dirag al loen, o lavaret d’an dud euz an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza bet taol ar maro digant ar c’hleze, a oa c’hoas en buez.


gant pehini rouane an douar ho deuz great traou mezus, ha pehini he deuz mezviet habitanted an douar gant ar gwin euz he lubricite.


Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’eo mui; dleoud a ra sevel euz an abim, ha mond da goll; hag an dud euz an douar, euz a bere an hanoiou n’int ket scrivet el levr ar vuez, adaleg crouidigez ar bed, a vezo souezet, o velet al loen, rag bet eo ha n’eo mui, daoust ha ma’z eo.


Goude‐ze e veliz eun eal o tisken euz an env, ha ganthan alc’houez an abim, hag eur chaden vraz en he zorn;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos