Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 20:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 hag e crogaz en aerouant, ar serpant koz, pehini eo an diaoul ha Satan, hag e chadennaz anezhan evit mil bloaz.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Eñ a grogas an aerouant, an naer kozh, a zo an diaoul ha Satan, hag ec’h ereas anezhañ evit mil bloavezh.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 20:2
31 Referencias Cruzadas  

Ha kement hini hen devezo dilezet ties, pe breudeur, pe c’hoarezed, pe tad, pe vam, pe greg, pe bugale, pe douarou, abalamour d’am hano, a recevo kant gwech kemend all, hag ec’h herito euz ar vuez eternel.


en em lakaad a rejont da grial, en eur lavaret: Petra a zo etre ni ha te, Jesus, Mab Doue? ha deuet oud‐de aman d’hon tourmanti araog an amzer?


Ar re a zo a‐hed an hent, eo ar re a zo hadet ar Ger enhe, mes kerkent m’ho deuz he glevet, e teu Satan hag e lam kuit ar Ger a oa bet hadet en ho c’halonou;


hag e lavaraz, en eur grial a vouez huel: Petra a zo etre te ha me, Jesus, Mab an Doue Holl‐galloudec! Da gonjuri a ran, dre an hano a Zoue, na dourmant ket ac’hanoun.


Breman eo ema barnedigez ar bed‐man; ha prins ar bed‐man a ia da veza breman taolet er meaz.


euz ar varnedigez, rag prins ar bed‐man a zo dija barnet.


Hep dale an Aotrou a beoc’h a vrevo Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jesus‐Christ ra vezo ganeoc’h! Amen.


Pa’z eo gwir eta ar vugale ho deuz lod er c’hig hag er goad, hennes ive hen deuz bet lod enhe, evit gallout, dre ar maro, distruja an hini hen devoa ar galloud euz ar maro, da lavaret eo, an diaoul;


Bezit sobr, beillit; rag hoc’h enebour, an diaoul, a ra an dro deoc’h, evel eul leon o iudal, o klask piou a hello da lounka.


Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen denz ho zaolet ebarz an abim, staget gant chadennou a devalijen, o veza livret anezhe evit beza diwallet eno da c’hortoz ar varn;


ha penaos e talc’h ereet gant chadennou eternel e‐kreiz an devalijen, evit beza barnet en devez braz, an elez pere n’ho deuz ket miret ho stad kenta, hag ho deuz dilezet ho demeurans ho‐unan.


Hogen, pa velaz an aerouant e oa bet taolet d’an douar, e redaz varlerc’h ar vreg pehini he doa ganet eur mab.


Hag ar serpant, euz he c’henou, a daolaz dour, evel eur ster, varlerc’h ar vreg, evit ma’z aje gant an dour euz ar ster.


An aerouant en em lekeaz en coler ouz ar vreg, hag ez eaz da ober brezel ouz ar rest euz he lignez pere a vir gourc’hemenou Doue, hag ho deuz testeni Jesus‐Christ. Hag e choumiz em za var an treaz euz ar mor;


Eur sin all a oe gwelet ive en env: setu eun aerouant braz liou an tan, hag hen doa seiz pen ha deg corn, ha seiz curunen var he bennou;


hag he lost a gasse ganthan an drederen euz a stered an env, hag ho zaolaz d’an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg a oa prest da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet ganthi.


Hag an aerouant braz, ar serpant koz, galvet an diaoul ha Satan, pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he elez a oe taolet d’an traon assambles ganthan.


Hag al loen a veliz a oa henvel ouz eul leopard; he dreid a oa evel treid eun ours, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag he dron, hag eur galloud braz.


Hag e oe adoret an aerouant hen doa roet he c’halloud d’al loen; hag ec’h adorjont ive al loen, en eur lavaret: Piou a zo henvel ouz al loen, ha piou a hello combatti outhan?


Hag an diaoul, pehini a dromple anezhe, a oe taolet el lenn a dan hag a soufr, en pe leac’h ema al loen hag ar fals‐profet; hag e vezint tourmantet noz‐deiz, da virviken.


Ha pa vezo tremenet ar mil bloaz‐ze, Satan a vezo leusket euz he brizon.


Beza ho doa varnezhe eur roue, eal an abim, galvet enn hebreach Abaddon, hag en gregach Apollyon (Distrujer).


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos