Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 20:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Goude‐ze e veliz eun eal o tisken euz an env, ha ganthan alc’houez an abim, hag eur chaden vraz en he zorn;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Gwelout a ris un ael o tiskenn eus an neñv, gantañ alc’houez an donder hag ur chadenn vras en e zorn.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 20:1
8 Referencias Cruzadas  

Hag e pedent anezhan ne gommandje ket dezhe mond e punz an abim.


Rag mar n’hen deuz ket espernet Doue an elez pere ho doa pec’het, mes mar hen denz ho zaolet ebarz an abim, staget gant chadennou a devalijen, o veza livret anezhe evit beza diwallet eno da c’hortoz ar varn;


ha penaos e talc’h ereet gant chadennou eternel e‐kreiz an devalijen, evit beza barnet en devez braz, an elez pere n’ho deuz ket miret ho stad kenta, hag ho deuz dilezet ho demeurans ho‐unan.


bet oun maro, ha setu ez oun beo da virviken, Amen; ha ganen ema alc’houezou an ifern hag ar maro.


Hag e veliz eun eal galloudec all, o tisken euz an env, eur goabren en‐dro dezhan, hag eur ganeveden var he ben; he vizach a oa evel an heol, hag he dreid evel pillierou tan.


Goude‐ze, e veliz eun eal all, o tisken euz an env, hag hen doa eur galloud braz. An douar a oe sclerijennet gant he c’hloar.


Hag e taolaz anezhan ebarz an abim, hag e serraz varnezhan, hag e lekeaz eur siel varnezhan, evit na deuje mui da drompla ar boblou, ken a vije peur‐dremenet ar mil bloaz‐ze; ha goude‐ze e ranko beza dichadennet evit eun neubeud amzer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos