Apocalyps 20:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelout a ris un ael o tiskenn eus an neñv, gantañ alc’houez an donder hag ur chadenn vras en e zorn. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Goude‐ze e veliz eun eal o tisken euz an env, ha ganthan alc’houez an abim, hag eur chaden vraz en he zorn; |
Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,
penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,
an hini a zo bev. Bet on marv, ha setu, ez on bev e kantvedoù ar c’hantvedoù. Amen. Me am eus alc’houezioù lec’h ar marv hag ar marv.
Gwelout a ris un ael all galloudek a ziskenne eus an neñv, gwisket gant ur goabrenn. Bez’ e oa ur wareg-c’hlav a-us d’e benn, e zremm a oa evel an heol hag e dreid evel peulioù tan.
Goude-se, e welis o tiskenn eus an neñv un ael all en doa ur galloud bras. An douar a voe sklêrijennet gant e c’hloar.
Teurel a reas anezhañ en donder hag e serras o lakaat ur siell warnañ, evit na douellje ken ar broadoù betek ma vije tremenet ar mil bloavezh. Goude-se, e tle bezañ diereet evit un nebeud amzer.