Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e-sell d'ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec'hed.
Apocalyps 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, mont a ran d’he zeurel war ur gwele, hag ar re a ra avoultriezh ganti a vo en un trubuilh bras, nemet o defe keuz eus o oberoù. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Setu, ez an da deuler anezhi var eur gwele a boan; hag ar re a ra avoultriach ganthi a vezo en eun affliction vraz, mar ne deuont ket da zistrei deuz ho oberou. |
Marteze ti Juda a glevo an holl zroug ez on e-sell d'ober dezho, hag e tistroio pep hini diwar e hent fall, hag e pardonin o drougiezh hag o fec'hed.
Ober a raint ouzhit gant kasoni, tapout a raint frouezh da labour, hag e tilezint ac'hanout en noazh, noazh-bev. Dizoloet e vo noazhder da avoultriezh, da dorfedoù ha da c'hastaouerezh.
Lavar dezho: Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, ne gavan plijadur ebet e marv an den fall, met e distro an den fall diwar e hent, evit ma vevo. Distroit, distroit diwar hoc'h hent fall. Perak e varvfec'h, o ti Israel?
Hag e lavaren: Va doujañ a ri da nebeutañ, degemer a ri kelennadurezh. Neuze he chomaj ne vo ket distrujet, ar pezh am boa divizet a-enep dezhi! Met hastet o deus huduraat o holl oberoù.
hag o tistreiñ d’ho kavout, na rofe Doue din mezh en ho touez, na’m befe da ouelañ war meur a hini eus ar re o deus pec’het diagent ha n’o deus ket bet keuz eus an dic’hlanded, eus an hudurniezh hag eus ar c’hadaliezh o deus graet.
Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh.
Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c’hastaouet ganti ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.
Rouaned an douar, goude bezañ graet gadaliezh ha bevet er plijadurioù ganti, a ouelo warni hag a skoio war boull o c’halonoù abalamour dezhi pa welint mogedenn hec’h entanadur.
Az pez soñj eta a-belec’h out kouezhet, az pez keuz ha gra da oberoù kentañ, anez e teuin prest da’z kavout hag e lamin da gantolor eus e lec’h, ma ne’c’h eus ket keuz.