hag e touzint o fenn en abeg dit, hag en em c'hourizint a seier, hag e ouelint warnout gant c'hwervoni en o ene, ha gant ur glac'har bras,
Apocalyps 18:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Marc’hadourien an traoù-se, a oa en em binvidikaet ganti, en em zalc’ho pell gant aon rak hec’h estrenvan, o ouelañ, o c’harmiñ Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ar re a verze an traou‐ze, ha pere a oa deuet da veza pinvidic ganthi, en em zalc’ho pell diouthi, gant aoun rag he gwall‐boan, o ouela hag oc’h hirvoudi, |
hag e touzint o fenn en abeg dit, hag en em c'hourizint a seier, hag e ouelint warnout gant c'hwervoni en o ene, ha gant ur glac'har bras,
Lazhet e vint gant o frenerien hep bezañ kablus. Hag o gwerzherien a lavar: Ra vo benniget an AOTROU, en em binvidikaat a ran. Ha n'int espernet gant nikun eus o mêsaerien.
Hag e kelenne en ur lavarout: N’eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù? Met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron.
Met he mistri, o welout o doa kollet an esper eus o gounid, a grogas e Paol hag e Silaz, hag o stlejas war al leurgêr dirak ar pennoù-kêr.
marc’hadourezhioù aour, arc’hant, mein prizius, perlez, lin fin, limestra, seiz, tane, pep seurt koad a c’hwezh-vat, pep seurt traoù en olifant, pep seurt traoù e koad gwall brizius, en arem, en houarn hag e marmor,
kinamom, louzoù-frondus, c’hwezhioù-mat, ezañs, gwin, eoul, flour bleud, ed, chatal, deñved, kezeg, kirri, korfoù hag eneoù tud.
Ar frouezh a c’hoantae da galon a zo pellaet diouzhit hag an holl draoù flour ha kaer a zo kollet evidout, a-vremañ n’o c’havi ken.
Teurel a raent poultr war o fenn hag, o ouelañ hag o c’harmiñ, e krient o lavarout: Gwalleur! Gwalleur! Ar gêr vras, enni ar re holl o doa listri war ar mor a oa en em binvidikaet dre he fuilhentez! Rak en un eur eo aet da netra.
Rak an holl vroadoù o deus evet gwin eus fulor he gastaouerezh, rouaned an douar a zo en em c’hastaouet ganti ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikaet eus fonnder he diroll.