Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.
Apocalyps 17:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War he zal e oa skrivet un anv: Mister, Babilon vras, mamm ar gadalezed ha traoù euzhus an douar. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha var he zal e oa scrivet eun hano: Myster, Babylon, ar gear vraz, mam an dud lubric hag abominationou an douar. |
Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.
O diwezh a vo ar gollidigezh, o doue eo o c’hof, o gloar a zo er pezh a ra o mezh, o soñjoù a zo e traoù an douar.
Rak mister an direizhder a labour dija, o c’hortoz hepken ma vo aet kuit an hini a harz outañ.
mister ar seizh steredenn ac’h eus gwelet em dorn dehou hag ar seizh kantolor aour. Ar seizh steredenn a zo aeled ar seizh Iliz, ar seizh kantolor ac’h eus gwelet a zo ar seizh Iliz.
O c’horfoù marv a vo war blasenn ar gêr vras, a vez anvet en ur ster speredel Sodom hag Ejipt, e-lec’h ma’z eo bet hon Aotrou staget ouzh ar groaz.
Un ael all a heulie o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon ar gêr vras, abalamour m’he deus roet da evañ d’an holl vroadoù eus gwin fulor he gastaouerezh.
Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer.
Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier.
Rouaned an douar o deus graet gastaouerezh ganti, ha mezvet he deus ar re a chom war an douar gant gwin he gastaouerezh.
Neuze an ael a lavaras din: Perak ez out souezhet? Me a lavaro dit mister ar wreg hag al loen a zoug anezhi, en deus seizh penn ha dek korn.
Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.
Un ael galloudek a gemeras ur maen evel ur maen-milin hag a daolas anezhañ er mor, o lavarout: Evel-se e vo taolet d’an traoñ gant buander Babilon, ar gêr vras, ha ne vo kavet ken.
rak e varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c’hast vras a vreine an douar dre he loustoni, veñjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn.
o lavarout: Na noazit ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, betek m’hor bo merket gant ur siell tal servijerien hon Doue.