Penaos eo deuet da vezañ ur c'hast ar gêr feal? Leun e oa a varnedigezh, ar reizhder a oa o chom enni, ha bremañ muntrerien!
Apocalyps 17:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag unan euz ar seiz eal a oa ar seiz scudel ganthe, a zeuaz hag a lavaraz d’in: Deuz, hag e tiskouezin d’id barnedigez ar c’hast vraz, pehini a zo azezet var an doureier braz, |
Penaos eo deuet da vezañ ur c'hast ar gêr feal? Leun e oa a varnedigezh, ar reizhder a oa o chom enni, ha bremañ muntrerien!
Dre ma ec'h eus abaoe pell torret da yev ha dispennet da ereoù, lavaret ec'h eus: Ne vin ken er sklavelezh! Met war bep krec'hienn uhel ha dindan pep gwezenn c'hlas ec'h eus stouet evel ur c'hast.
Te hag a zo o chom war galz a zour, te hag ac'h eus teñzorioù e-leizh, da ziwezh a zo deuet, muzul da c'hounid direizh a zo leun.
An doureier o deus he lakaet da greskiñ, an donder en deus he lakaet da bignat uhel, he stêrioù a rede en-dro d'al lec'h ma oa plantet, hag e kase e ganolioù war-zu holl wez ar parkeier.
Hag e lavarjont an eil d’egile: Hor c’halon ha ne domme ket ennomp, pa gomze ouzhimp en hent ha pa zisklêrie deomp ar Skriturioù?
Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d’e servijer Yann,
Gwelout a ris en neñv ur sin all bras ha souezhus: seizh ael a zalc’he ar seizh gouli diwezhañ, rak drezo eo kaset da benn kounnar Doue.
Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer.
Goude-se, e welis o tiskenn eus an neñv un ael all en doa ur galloud bras. An douar a voe sklêrijennet gant e c’hloar.
rak e varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c’hast vras a vreine an douar dre he loustoni, veñjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn.
Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.
An hini a gomze ouzhin en doa ur walenn aour evit muzuliañ ar gêr, he dorojoù hag he moger.
Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf leun gant ar seizh gouli diwezhañ a zeuas da’m c’havout hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, me a ziskouezo dit ar bried yaouank, gwreg an Oan.
Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c’hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c’hoarvezout goude ar re-mañ.