Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 17:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Hag unan euz ar seiz eal a oa ar seiz scudel ganthe, a zeuaz hag a lavaraz d’in: Deuz, hag e tiskouezin d’id barnedigez ar c’hast vraz, pehini a zo azezet var an doureier braz,

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Unan eus ar seizh ael o doa ar seizh hanaf a zeuas hag a gomzas ouzhin, o lavarout: Deus, hag e tiskouezin dit barnedigezh ar c’hast vras a zo azezet war galz a zoureier.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 17:1
20 Referencias Cruzadas  

Hag e lever‐jont an eil d’egile: Ha na verve ket hor c’halon enomp, e‐pad ma komze ouzimp en hent, ha ma tisclerie deomp ar Scrituriou?


Ha setu daou zen o komz ganthan; ar re‐man a oa Moises hag Elias,


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Hag e veliz en env eur burzud all braz ha souezus: seiz eal ha ganthe ar seiz gwalen diveza; rag dreizhe eo accomplisset coler Doue.


Hag ar gear vraz a oe rannet e teir loden; diskaret e oe keariou an nationou, ha Doue a zeuaz memor dezhan euz ar gear vraz a Vabylon, evit rei dezhi calir ar gwin euz a fulor he goler.


Goude‐ze, e veliz eun eal all, o tisken euz an env, hag hen doa eur galloud braz. An douar a oe sclerijennet gant he c’hloar.


Rag gwirion ha just eo he varnedigezou, rag barnet hen deuz ar c’hast vraz, pehini a gorrompe an douar gant he lubricite, hag hen deuz venjet goad he zervicherien a oa bet skulliet gant he dorn.


Neuze an eal a lavaraz d’in: Scriv: Eürus ar re a zo galvet d’ar banket euz a eured an Oan! Lavaret a reaz d’in ive: Ar re‐ze eo gwir gomzou Doue.


Hag an hini a gomze ouzin hen doa eur gorzen aour evit muzuri ar gear, hag he dorojou, hag he moger.


Neuze e teuaz d’am c’havout unan euz ar seiz eal ho doa bet ar seiz scudel leun gant ar seiz gouli diveza, hag e komzaz ouzin, en eur lavaret: Deuz, ha me a ziskouezo d’id ar vreg yaouank, greg an Oan.


Goude kement‐se a selliz, hag e veliz eun nor digor en env; hag ar vouez kenta em boa klevet, henvel ouz hini eun drompil hag a gomze ouzin, a lavaraz: Sav aman, hag e tiskouezin d’id an traou a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos