Mouezh an AOTROU a laka an heizezed da c'henel, hag a ziwisk ar c'hoadegi. En e dempl, pep hini a gri: Gloar!
Apocalyps 15:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An templ a voe leuniet gant moged o tont eus gloar Doue hag eus e c’halloud. Den ne c’helle mont en templ ken na vije peurc’hraet seizh gouli ar seizh ael. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag an templ a oe karget a voged abalamour da c’hloar Doue ha d’he c’halloud; ha den na hellaz mond ebarz an templ ken na oe accomplisset ar seiz gouli euz ar seiz eal. |
Mouezh an AOTROU a laka an heizezed da c'henel, hag a ziwisk ar c'hoadegi. En e dempl, pep hini a gri: Gloar!
Menez Sinai a oa holl en moged, dre ma oa diskennet an AOTROU warnañ en tan. Hag e vogedenn a bigne evel mogedenn ur fornez, ar menez holl a grene kreñv.
Diazezoù an dorojoù a voe brañsellet gant mouezh an hini a grie, hag an ti a voe leuniet a voged.
Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.
O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù!
Gouzañv a raint o c’hastiz, ur gollidigezh peurbadus pell diouzh dremm an Aotrou ha diouzh gloar e c’halloud,
Gwelout a ris en neñv ur sin all bras ha souezhus: seizh ael a zalc’he ar seizh gouli diwezhañ, rak drezo eo kaset da benn kounnar Doue.
ha gloar Doue ganti. He sked a oa heñvel ouzh hini ur maen prizius-meurbet, ouzh ur maen-yalp treuzwelus evel strink.