Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 11:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 O donder pinvidigezh, furnez, ha gouiziegezh Doue! Pegen disont eo e varnedigezhioù ha pegen digompren eo e hentoù!

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

33 O dounder euz ar binvidigez, hag euz ar furnez, hag euz ar wiziegez a Zoue! Pegen incomprenabl eo he varnedigeziou, pegen dies da anaoud he henchou!

Ver Capítulo Copiar




Romaned 11:33
38 Referencias Cruzadas  

Mardoke a ouezas kement-se, hag en roas da anavezout da Ester. Ester en lavaras d'ar roue a-berzh Mardoke.


Ha setu amañ an traoù a vires din ez kalon! Gouzout a ran e oant ganit.


Ha klevet ec'h eus komzoù kuzul Doue? Hag e vevennez ar furnez ouzhit-te da-unan?


Seveniñ a raio e vennad diwar va fenn, ha kalz a draoù evel-se a zo gantañ.


Setu aze kostezioù e hentoù, ha pegen bihan eo al lodenn a anavezomp! Piv a c'hello kompren kurun e c'halloud?


Perak e taelez gantañ? Ne rent ket kont eus ar pezh a ra.


Desk deomp ar pezh a lavarimp dezhañ, rak n'oufemp ket komz en abeg d'hon teñvalijenn.


An Holl-C'halloudeg, ne c'hellomp ket e dapout; uhelaet eo e galloud, e barnedigezh, e reizhder, ha ne wask den.


Eñ a ra traoù bras na c'heller ket furchal, burzhudoù na c'heller ket niveriñ.


Ober a ra traoù bras na c'heller ket furchal, burzhudoù na c'heller ket niveriñ.


Re vurzhudus eo evidon an anaoudegezh-se, ken uhel ma ne c'hellan ket he c'hompren!


An AOTROU a zo bras ha din-meurbet a veuleudi, ha ne c'heller ket furchal e vraster.


AOTROU, da vadelezh a dap betek an neñvoù, da fealded betek ar c'hoabrennoù.


Eürus an den a laka e fiziañs en AOTROU, ha na zistro ket da gavout ar re lorc'hus hag ar re en em ro d'ar gaou!


Da gurunoù a grozas er gorventenn, al luc'hed a skedas war ar bed, an douar a spontas hag a grenas.


rak levenez am eus bet dirak da oberennoù, o AOTROU, hag e laouenain eus labourioù da zaouarn.


Ar goabrenn hag an deñvalijenn a zo en-dro dezhañ, ar reizhder hag an eeunder a zo diazez e dron.


Gloar Doue eo kuzhat an traoù, met gloar ar rouaned eo furchal an traoù.


Ne c'heller ket furchal an neñvoù en abeg d'o uhelder, nag an douar en abeg d'e zonder, na kalon ar rouaned.


Graet en deus pep tra kaer en hec'h amzer. Lakaet en deus zoken ar beurbadelezh en o c'halon, hep ma c'hellfe an den kompren adalek ar penn kentañ betek an dibenn petra a ra Doue.


Ar pezh a zo pell, ar pezh a zo don, don, piv a c'hell e dapout?


gwelet em eus holl labour Doue, ha gwelet em eus ne c'hell ket an den kavout an oberenn a vez graet dindan an heol. Petra bennak ma en em skuizh d'he c'hlask, n'he c'havo ket. Ha zoken ma lavar an den fur ec'h anavez anezhi, ne c'hell ket he c'havout.


Kement-se a zeu ivez eus AOTROU an armeoù. Burzhudus eo e guzul, ha bras-meurbet e furnez.


Ha n'ouzout ket? Ha ne'c'h eus ket e glevet? An AOTROU eo an Doue peurbadus, an hini en deus krouet pennoù an douar; n'eo na skuizh na faezh, ha ne c'heller ket furchal e skiant.


Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?


Pe disprizañ a rez pinvidigezhioù e vadelezh, e basianted hag e hir gortozidigezh, hep anavezout e c’halv madelezh Doue ac’hanout d’ar geuzidigezh?


evit reiñ da anavezout pinvidigezh e c’hloar e-keñver podoù a drugarez en deus graet a-ziaraok evit ar gloar,


Doue en deus o diskuliet deomp dre e Spered. Rak ar Spered a furch an holl draoù, zoken donderioù Doue.


Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras


evit diskouez er c’hantvedoù da zont ar pinvidigezhioù divent eus e c’hras dre e vadelezh en hor c’heñver e Jezuz-Krist.


evit ma teuio bremañ furnez Doue, oc’h en em ziskouez e pep seurt doare, da vezañ disklêriet dre an Iliz d’ar priñselezhioù ha d’an nerzhioù el lec’hioù neñvel,


evit ma roio deoc’h, hervez pinvidigezhioù e c’hloar, da vezañ nerzhet gant galloud dre e Spered en den a-ziabarzh,


e c’hellot kompren gant an holl sent petra eo al ledander, an hirder, an donder hag an uhelder,


Ar c’hras-se a zo bet roet din-me, an disterañ eus an holl sent, evit prezeg e-touez ar baganed pinvidigezhioù digomprenus Krist


Plijet eo bet gant Doue reiñ dezho da anavezout pehini eo pinvidigezh gloar ar mister-se e-touez ar baganed, da c’houzout eo: Krist ennoc’h, an esperañs eus ar gloar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos