Apocalyps 14:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Un ael all a yeas kuit eus an templ, o krial gant ur vouezh kreñv d’an hini a oa azezet war ar goabrenn: Taol da falc’h ha med, an amzer da vediñ a zo deuet evidout rak eost an douar a zo darev. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag eun eal all a zeuaz er meaz euz an templ, o crial gant eur vouez krenv d’an hini a oa azezet var ar goabren: Taol da falc’h, ha med; rag deuet eo an amzer da vedi, rag eost an douar a zo daro. |
Abalamour da Sion ne davin ket, abalamour da Jeruzalem ne chomin ket peoc'h, betek ma en em ziskouezo e reizhder evel tarzh-an-deiz, hag e silvidigezh evel ul lamp enaouet.
Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Merc'h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac'het, c'hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec'h eost.
Lakait ar falz, rak darev eo an eost. Deuit ha mac'hit, rak ar waskell a zo leun, ar beolioù a fenn, rak o fallentez a zo bras.
Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d’ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag endrammit eñ evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.
an enebour en deus e hadet eo an diaoul; an eost eo fin ar bed; ar vederien eo an aeled.
o virout ouzhimp da gomz d’ar baganed evit ma vint salvet, hag o leuniañ dre-se bepred muioc’h muzul o fec’hedoù. Met fulor Doue a zo deuet warno a-benn ar fin.
Templ Doue a zigoras en neñv hag arc’h e emglev en em ziskouezas en e dempl. Bez’ e voe luc’hed, mouezhioù, kurunoù, ur c’hren-douar hag ur grizilh bras.
Diskouez a reas holl c’halloud al loen kentañ dirazañ, hag e lakaas an douar hag ar re a chome warnañ da azeuliñ al loen kentañ a zo bet yac’haet dezhañ e c’houli marvus.
Me a sellas ha setu, e oa ur goabrenn wenn, ha war ar goabrenn unan bennak azezet a oa heñvel ouzh Mab an den, o kaout war e benn ur gurunenn aour hag en e zorn ur falc’h lemm.
An hini a oa azezet war ar goabrenn a daolas e falc’h war an douar, hag an douar a voe medet.
Dont a reas kuit eus an aoter un ael all, en doa galloud war an tan, hag e krias gant ur vouezh uhel d’an hini en doa ar falc’h lemm, o lavarout: Taol da falc’h lemm ha dastum ar blokadoù rezin eus gwinienn an douar, rak ar rezin anezho a zo darev.
Ar seizh ael a zalc’he ar seizh gouli a zeuas er-maez eus an templ, gwisket gant lin glan ha lugernus ha gourizet en-dro d’o dardreiz gant gourizoù aour.
Ar seizhvet ael a skuilhas e hanaf en aer. Ur vouezh kreñv a zeuas eus templ an neñv, eus an tron, o lavarout: Graet eo a gement-se!
Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?