Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 51:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

33 Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Merc'h Babilon a zo evel ul leur en amzer ma vez mac'het, c'hoazh un nebeudig hag e teuio amzer hec'h eost.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 51:33
15 Referencias Cruzadas  

Rak a-raok ar vendem, pa'z eo kresket an nevezenn ha deuet ar bleuñv da vezañ blokadoù o tareviñ, e troc'ho ar skourrigoù gant stropoù, e savo kuit hag e tilamo ar skourroù.


O va gwinizh dornet, mac'het war al leur! Ar pezh am eus klevet a-berzh AOTROU an armeoù, a-berzh Doue Israel, am eus disklêriet deoc'h.


Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.


hag eo aloubet e ribinoù, hag eo devet e c'heunioù dre an tan, hag eo spouronet an dud a vrezel.


Evidout ivez, Juda, ez eus un eost aozet, pa rin distreiñ re zalc'het va fobl.


Lakait ar falz, rak darev eo an eost. Deuit ha mac'hit, rak ar waskell a zo leun, ar beolioù a fenn, rak o fallentez a zo bras.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Damask, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwasket Galaad gant ogedoù houarn.


Met n'anavezont ket mennadoù an AOTROU, ne gomprenont ket e zivizoù, rak o dastumet en deus evel feskennoù war al leur.


Sav ha gwask, merc'h Sion! Ober a rin dit ur c'horn houarn hag ivinoù arem, hag e vruzuni pobloù niverus. Evel lakaet da verz e vo o freizh gouestlet d'an AOTROU, hag o finvidigezhioù da Aotrou an holl zouar.


Kerzhout a rez war an douar gant erez, mac'hañ a rez ar pobloù ez kounnar.


Lezit o-daou da greskiñ betek an eost; ha da amzer an eost, e lavarin d’ar vederien: Tennit da gentañ an dreog hag endrammit eñ evit e zeviñ, met dastumit an ed em solier.


an enebour en deus e hadet eo an diaoul; an eost eo fin ar bed; ar vederien eo an aeled.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos