Ra vo aketus ouzh kement-se an hini a zo fur, ha ra vo evezhius ouzh madelezhioù an AOTROU.
Apocalyps 13:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Amañ emañ ar furnez. An hini en deus skiant, ra gonto niver al loen, rak un niver a zen eo. E niver a zo c’hwec’h kant c’hwec’h ha tri-ugent. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Aman ema ar furnez. An hini hen deuz intentamant, ra gounto an nombr euz al loen, rag eun nombr a zen eo, hag an niver anezhan a zo c’houec’h kant c’houec’h ha tri‐ugent. |
Ra vo aketus ouzh kement-se an hini a zo fur, ha ra vo evezhius ouzh madelezhioù an AOTROU.
Meur a hini a vo glanaet, gwennaet hag amprouet. Ar re zrouk a oberio gant drougiezh, ha den drouk ebet ne gompreno, met ar re fur a gompreno.
Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.
Pa welot an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h ne dle ket bezañ, ra gompreno an neb a lenn, neuze ar re a vo e Judea, ra dec’hint war ar menezioù,
Met mar deu hon direizhder da ziskouez reizhder Doue, petra a lavarimp? Daoust hag eo Doue direizh pa ziskouez e gounnar? Komz a ran evel an dud.
Og, roue Basan, a oa e-unan manet e dilerc'h ar Refaim. E wele a oa ur gwele houarn, ha n'emañ ket e Rabbad e-touez mibien Ammon? E hirder a zo nav ilinad, e ledander pevar ilinad, a ilinad den.
Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost.
Gwelout a ris ivez evel ur mor gwer mesket gant tan, hag ar re o doa trec’het al loen, e skeudenn, e verk ha niver e anv, en em zalc’he war ar mor gwer hag o doa telennoù Doue ganto.
Amañ emañ ar skiant he deus furnez. Ar seizh penn a zo seizh menez ma’z eo azezet ar wreg warno.