Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
Apocalyps 11:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar pevar henaour warn-ugent azezet war o zronioù dirak Doue a gouezhas war o dremm hag a azeulas Doue, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ar pevar‐var‐n’ugent den Ancien, pere a zo azezet var ho zronou dirag Doue, a gwezaz var ho bizach, hag a adoraz Doue, en eur lavaret: |
Jezuz a respontas dezho: Me a lavar deoc’h e gwirionez penaos, c’hwi hag hoc’h eus va heuliet, en eil c’hinivelezh, pa vo Mab an den azezet war dron e c’hloar, e viot ivez azezet war daouzek tron, hag e varnot daouzek meuriad Israel.
Ar pevar henaour warn-ugent hag ar pevar bev en em stouas hag a azeulas Doue azezet war an tron, o lavarout: Amen! Allelouia!
ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag a daole o c’hurunennoù dirak an tron en ur lavarout:
En-dro d’an tron e oa pevar dron warn-ugent, hag e welis war an tronioù-se pevar henaour warn-ugent azezet, gwisket gant dilhad gwenn, gant kurunennoù aour war o fennoù.
Ar pevar bev a lavare: Amen! Hag ar pevar henaour warn-ugent a zaoulinas hag a azeulas an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù.
An holl aeled en em zalc’he en-dro d’an tron, d’an henaourien ha d’ar pevar bev, hag en em stoujont war o dremm dirak an tron hag ec’h azeuljont Doue