Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 11:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 o lavarout: Ni a drugareka ac’hanout, Aotrou Doue holl-c’halloudek, an hini a zo hag a oa hag a zeu, dre ma ec’h eus kemeret da c’halloud bras en da zorn ha dre ma’z out aet en da ren.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Renta a reomp grasou d’id, Aotrou Doue holl‐c’halloudec, pehini a zo, pehini a oa, ha pehini a vezo, abalamour ma ec’h euz kemeret da c’halloud braz en da zorn, ha ma’z oud antreet en da rouantelez.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 11:17
27 Referencias Cruzadas  

Neuze, Abram o vezañ en oad a naontek vloaz ha pevar-ugent, an AOTROU en em ziskouezas da Abram hag a lavaras: Me eo an Doue holl-c'halloudek, kerzh dirak va dremm ha bez didamall.


rak lakaat a ri anezho da dec'hout, stegnañ a ri da wareg a-enep o dremm.


rak da vadelezh a dap betek an neñvoù, ha da wirionez betek ar c'hoabr.


An AOTROU en deus dizoloet brec'h e santelezh ouzh daoulagad an holl bobloù, hag holl bennoù an douar a welo silvidigezh hon Doue.


O Doue va zadoù! Da drugarekaat ha da veuliñ a ran, rak ec'h eus roet din furnez ha galloud, hag ec'h eus graet din anavezout bremañ ar pezh hon eus goulennet diganit. Roet ec'h eus deomp da anavezout tra kuzhet ar roue.


Pa ouezas Daniel e oa sinet ar skrid, ez eas d'e di. E brenestroù a oa digor en e gambr etrezek Jeruzalem, hag e taouline teir gwech bemdez, hag e pede hag e veule e Zoue, evel m'en deveze graet diagent.


En amzer-se Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: Da veuliñ a ran, o Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-mañ ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek ha ma ec’h eus o diskuliet d’ar vugale!


En eur-se, Jezuz a dridas gant levenez er Spered-Santel hag a lavaras: Da veuliñ a ran, Tad, Aotrou an neñv hag an douar, ma ec’h eus kuzhet an traoù-se ouzh ar re fur hag ouzh ar re skiantek, ha ma ec’h eus o disklêriet d’ar vugale. Ya, Tad, kement-se a zo evel-se dre ma ec’h eus e gavet mat.


Lemel a rejont eta ar maen eus al lec’h ma oa gourvezet an hini marv. Jezuz, o sevel e zaoulagad war-zu an neñv, a lavaras: Tad, da drugarekaan peogwir ec’h eus va selaouet.


Grasoù ra vo roet da Zoue, dre ma laka ac’hanomp atav da drec’hiñ e Krist hag e skuilh drezomp c’hwezh-vat e anaoudegezh e pep lec’h.


Ra vo rentet trugarekadennoù da Zoue evit e zonezon dilavarus!


Trugarekaat a ran an hini en deus va nerzhet, Jezuz-Krist hon Aotrou, dre ma en deus va c’havet feal o lakaat ac’hanon er servij,


Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,


Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.


Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.


Int a ganent kantik Moizez, servijer Doue, ha kantik an Oan, o lavarout: Da oberoù a zo bras ha souezhus, Aotrou Doue holl-c’halloudek! Da hentoù a zo reizh ha gwirion, Roue ar sent!


Rak speredoù diaouled eo, a ra burzhudoù hag a ya etrezek rouaned an douar hag ar bed holl, d’o dastum evit emgann deiz bras an Doue holl-c’halloudek.


Hag e klevis ael an doureier o lavarout: Te a zo reizh, Aotrou, an hini a zo hag a oa hag a vo, abalamour ma ec’h eus barnet kement-se.


Klevout a ris unan all eus kostez an aoter o lavarout: Ya, Aotrou Doue holl-c’halloudek, da varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh.


dre-se, en un hevelep deiz, e teuio he goulioù: ar marv, ar c’hañv hag an naonegezh, hag e vo devet gant an tan. Rak galloudek eo an Aotrou Doue a varn anezhi.


Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.


Klevout a ris evel mouezh ur vandenn vras, evel ar vouezh eus kalz a zoureier hag evel ar vouezh eus kurunoù bras, a lavare: Allelouia! Rak an Aotrou Doue holl-c’halloudek a ren.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos