Pa savas an AOTROU Elia en ur gorventenn d'an neñvoù, e teue Elia hag Elizea eus Gilgal.
Apocalyps 11:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ur vouezh kreñv a glevjont eus an neñv, a lavare dezho: Pignit amañ. Hag e pignjont en neñv en ur goabrenn hag o enebourien a welas anezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag e klevjont eur vouez vraz euz an env, hag a lavare dezhe: Savit aman; hag e savjont en env en eur goabren, hag ho inimied a velaz anezhe. |
Pa savas an AOTROU Elia en ur gorventenn d'an neñvoù, e teue Elia hag Elizea eus Gilgal.
Hag evel ma kendalc'hent war o hent en ur gerzhout hag en ur gomz, setu ur c'harr tan ha kezeg tan a zispartias an eil digant egile, hag Elia a bignas d'an neñvoù en ur gorventenn.
Mibien ar brofeded a oa e Jeriko a dostaas ouzh Elizea, hag e lavarjont dezhañ: Ha gouzout a rez ez a hiziv an AOTROU da lemel da vestr a-us da'z penn? Hag e lavaras: Gouzout a ran, chomit peoc'h.
Hanter-kant den a-douez mibien ar brofeded a zeuas hag en em zalc'has pell a-dal. O-daou a chomas en o sav e-kichen ar Jordan.
An den drouk a wel anezhañ hag en deus desped, hag e c'hrigoñs e zent hag e tisec'h. C'hoant ar re zrouk a yelo da get.
Salm David. AOTROU, piv a chomo e-barzh da dabernakl? Piv a vevo war venez da santelezh?
Ro din ur sin eus da vadelezh, ra vo gwelet gant ar re a gasa ac'hanon ha ma vint mezhek, rak te, AOTROU, az po va sikouret ha va dic'hlac'haret.
Hag e lamas rodoù o c'hirri a voe bleniet gant bec'h. Neuze an Ejipsianed a lavaras: Tec'homp dirak Israel rak an AOTROU a stourm evito a-enep an Ejipsianed.
Te a lavare ez kalon: Pignat a rin d'an neñvoù, sevel a rin va zron dreist stered Doue, azezañ a rin war venez ar vodadeg, e pennoù an hanternoz,
met ar re a zo en gortoz eus an AOTROU a nevesa o nerzh, divaskell a zeu dezho evel d'an erered; redek a reont ha ne skuizhont ket, kerzhout a reont ha ne faezhont ket.
Hag e welot a-nevez an diforc'h etre an den reizh hag an hini direizh, etre an den a servij Doue hag an hini na servij ket anezhañ.
O vezañ e lec’h ar marv e-kreiz poanioù, e savas e zaoulagad hag e welas eus pell Abraham ha Lazar en e askre.
Goude m’en doe lavaret an traoù-se, e voe savet e-pad ma sellent outañ, hag ur goabrenn a guzhas anezhañ eus o daoulagad.
neuze, ni ar re a vo bev hag a vo chomet, e vimp dilamet asambles ganto er goabrennoù, d’en em gavout gant an Aotrou en aer, hag evel-se e vimp atav gant an Aotrou.
Hi a c’hanas ur mab, ur paotr a dlee gouarn an holl vroadoù gant ur wialenn houarn, hag he bugel a oa savet etrezek Doue hag etrezek e dron.
An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.
Goude-se e sellis ha setu, un nor a oa digor en neñv. Ar c’hentañ mouezh em boa klevet, evel hini un drompilh, a gomzas ganin hag a lavaras: Pign amañ hag e tiskouezin dit an traoù a dle c’hoarvezout goude ar re-mañ.