Hag e c'hoarvezo, pa vin aet diganit, ma vi douget gant Spered an AOTROU d'ul lec'h n'anavezin ket, hag ez in da lavarout kement-se da Akab, ha ne gavo ket ac'hanout, hag e lazho ac'hanon. Hogen da servijer a zouj an AOTROU adalek e yaouankiz.
Hag e lavaras: Deus er-maez, en em zalc'h war ar menez dirak an AOTROU. Ha setu an AOTROU a dremene. Un avel vras ha kreñv a faoute ar menez hag a dorre ar reier dirak an AOTROU, met an AOTROU ne oa ket en avel. Goude an avel e voe ur c'hren-douar, met an AOTROU ne oa ket er c'hren-douar.
Met eñ a yeas er gouelec'h, un devezh hent, hag e teuas da azezañ dindan ur vanalenn, hag e c'houlennas ar marv o lavarout: A-walc'h eo, AOTROU! Kemer bremañ va ene, rak n'on ket gwelloc'h eget va zadoù.
Hag evel ma kendalc'hent war o hent en ur gerzhout hag en ur gomz, setu ur c'harr tan ha kezeg tan a zispartias an eil digant egile, hag Elia a bignas d'an neñvoù en ur gorventenn.
Elizea a zistroas da C'hilgal. Bez' e oa un naonegezh er vro. Mibien ar brofeded a oa azezet dirazañ, hag e lavaras d'e servijer: Laka ar pod bras, ha poazh ur soubenn evit mibien ar brofeded.
Dre ar feiz e voe savet Enok en neñv evit na welje ket ar marv, ha ne voe ket kavet ken abalamour m’en doa Doue e savet. Rak a-raok ma voe savet, en doa resevet an testeni da vezañ bet plijus da Zoue.