Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
Apocalyps 1:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, pa veliz anezhan, e kweziz d’he dreid evel pa vijen maro, hag hen a lakeaz he zorn deo varnoun, en eur lavaret d’in: Na pez ket a aoun; me eo ar c’henta hag an diveza, an hini a zo beo; |
Goude kement-se, komz an AOTROU a voe disklêriet da Abram en ur weledigezh, o lavarout: Na'z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c'hopr a vo bras-meurbet.
Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, chomit aze ha gwelit ar silvidigezh a vo roet deoc'h hiziv gant an AOTROU , rak an Ejipsianed a welit hiziv, ne welot anezho mui biken.
Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, rak Doue a zo deuet evit amprouiñ ac'hanoc'h hag evit ma vo e zoujañs dirazoc'h, e doare na bec'hot ket.
Neuze e lavaras: Me eo Doue da dad, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob. Ha Moizez a guzhas e zremm, aon en doa da sellout ouzh Doue.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Piv en deus graet ha sevenet an traoù-se, ha galvet ar rummadoù adalek ar penn-kentañ? Me, an AOTROU, me a zo ar c'hentañ ha me a zo gant ar re ziwezhañ.
Evel-henn e komz an AOTROU, Roue Israel hag e zasprener, AOTROU an armeoù: Me eo ar c'hentañ ha me eo an diwezhañ, ha n'eus Doue all ebet estregedon.
Selaou ouzhin, Jakob, ha te, Israel, am eus galvet! Me eo an hini a zo ar c'hentañ, ha me eo ivez an diwezhañ.
Doare ar gouloù a skede a bep tu a oa heñvel ouzh doare ar wareg a zo er goabrenn un devezh a c'hlav. Doare stumm gloar an AOTROU e oa. Pa welis, e kouezhis war va dremm, hag e klevis ur vouezh o komz.
Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, Daniel, rak adalek an deiz ma ec'h eus kemeret a galon da gompren ha da nec'hiñ dirak da Zoue, da gomzoù a zo bet selaouet, hag en abeg da'z komzoù ez on deuet.
E-pad ma lavare ar c'homzoù-se din, e talc'hen va dremm troet d'an douar hag e chomen mut.
Klevet em eus ha va c'hreizon a zo strafuilhet, d'ar vouezh-mañ va muzelloù a spouron. Ar breinadur a ya e-barzh va eskern, hag e krenan dindanon, dre ma tlean gortoz didrouz deiz an enkrez, pa bigno a-enep ar bobl an hini he zapo.
Met an ael a lavaras d’ar gwragez: Evidoc’h, n’ho pet ket aon, rak gouzout a ran e klaskit Jezuz, an hini a zo bet staget ouzh ar groaz.
Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war o lerc’h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a zroukro ac’hanout?
a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.
Yann, d’ar seizh Iliz a zo en Azia: Ar c’hras hag ar peoc’h ra vo roet deoc’h a-berzh an hini a zo hag a oa hag a zeu, hag a-berzh ar seizh spered a zo dirak e dron,
Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.
Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c’hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d’ar vuhez: