Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 41:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Piv en deus graet ha sevenet an traoù-se, ha galvet ar rummadoù adalek ar penn-kentañ? Me, an AOTROU, me a zo ar c'hentañ ha me a zo gant ar re ziwezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 41:4
26 Referencias Cruzadas  

Da netra e teuint met e chomi, koshaat a raint holl evel ur gwiskamant, hag e cheñchi anezho evel ur vantell hag e vint cheñchet,


met te a zo bepred an hevelep hini, ha da vloavezhioù n'echuint ket.


Piv en deus muzuliet gant e voz an doureier? Piv en deus mentet gant ar rahouenn an neñvoù? Piv en deus dastumet en ur muzul poultr an douar? Piv en deus pouezet er c'hroched ar menezioù, hag ar c'hrec'hioù gant ar valañs?


Savit ho taoulagad d'an nec'h ha sellit: Piv en deus krouet an traoù-se? An hini a laka o armeoù da vont er-maez gant urzh; gervel a ra anezho holl dre o anv, evel-se eo braster e c'halloud hag e nerzh kreñv, ken na vank ket unan.


evit ma welint ha ma ouezint, ma eveshaint ha ma komprenint holl, ez eo dorn an AOTROU en deus graet an traoù-se, hag ez eo Sant Israel en deus krouet anezho.


Piv en deus henn disklêriet adalek ar penn-kentañ evit m'henn goufemp? Piv en deus henn lavaret en a-raok, ma lavarfemp: Reizh eo? Met den n'en deus henn disklêriet, den nen deus roet d'henn klevout, den n'en deus klevet ho kerioù.


Redet en deus war o lerc'h, hag e tremen e peoc'h dre un hent n'en doa biskoazh aet e dreid warnañ.


Piv en deus roet Jakob da vezañ diwisket, hag Israel d'ar breizhadeg? Ha n'eo an AOTROU, hon eus pec'het a-enep dezhañ? Rak n'eo ket bet fellet deomp heuliañ e hentoù, na sentiñ ouzh e lezenn.


C'hwi a zo va zestoù, eme an AOTROU, gant va servijer am eus dibabet, evit anavezout, krediñ ha kompren, ez on me an hini hag a zo. N'eus ket bet a zoue graet a-raok din, ha ne vo ket war va lerc'h.


A-raok ma voe un deiz, me a oa, ha den ne c'hell saveteiñ eus va dorn. Ober a ran, ha piv a c'hello dizober?


Me a zisklêr an diwezh adalek ar penn-kentañ, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc'ho, hag e rin kement a fell din.


Selaou ouzhin, Jakob, ha te, Israel, am eus galvet! Me eo an hini a zo ar c'hentañ, ha me eo ivez an diwezhañ.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


E holl oberoù a zo anavezet gant Doue a bep amzer.


Graet en deus eus ur gwad hepken holl ouenn an dud, evit chom war holl c’horre an douar, o vezañ didermenet an amzervezhioù hag harzoù o chomlec’hioù,


Gwelit bremañ penaos eo me va-unan eo me, ha penaos n'eus doue all ebet nemedon. Me a ra mervel ha bevañ, me a c'hloaz hag a yac'ha, ha n'eus den hag a c'hell dieubiñ eus va dorn.


a lavare: Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar pezh a welez, skriv eñ en ul levr ha kas anezhañ d’ar seizh Iliz a zo en Azia, da Efez, da Smirna, da Bergam, da Diatira, da Sardiz, da Filadelfia ha da Laodikea.


Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,


Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh, eme an Aotrou Doue, an hini a zo hag a oa hag a zeu, an Holl-C’halloudeg.


Skriv da ael Iliz Smirna: Setu ar pezh a lavar ar c’hentañ hag an diwezhañ, an hini a zo bet marv hag a zo deuet adarre d’ar vuhez:


Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hentañ hag an diwezhañ, ar penn-kentañ hag an diwezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos