Ar Filistined o doa ivez sailhet war gêrioù ar blaenenn ha kreisteiz Juda, hag o doa tapet Bet-Shemesh, Ajalon, Gederod, Soko hag he c'hêriadennoù tro-dro, Gimzo hag he c'hêriadennoù tro-dro, hag e tiazezjont enno.
Amoz 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Gaza, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus harluet evel sklaved un engroez a-bezh evit o dereiñ da Edom. |
Ar Filistined o doa ivez sailhet war gêrioù ar blaenenn ha kreisteiz Juda, hag o doa tapet Bet-Shemesh, Ajalon, Gederod, Soko hag he c'hêriadennoù tro-dro, Gimzo hag he c'hêriadennoù tro-dro, hag e tiazezjont enno.
Komz an AOTROU a voe disklêriet d'ar profed Jeremiaz a-enep ar Filistined, a-raok ma skoas Faraon war C'haza.
Dre ma ec'h eus bet ur gasoni beurbadus, ha ma ec'h eus roet mibien Israel da c'halloud ar c'hleze da zeiz o glac'har, da vare ma oa deuet o direizhder da benn,
Ha c'hwi ivez Tir ha Sidon, ha c'hwi rannvroioù ar Filistined, petra a c'houlennit ouzhin? Hag e fell deoc'h henn talvezout din? Mar fell deoc'h henn talvezout din, e rin d'ho kopr kouezhañ buan ha raktal war ho penn.
Gwerzhet hoc'h eus mibien Juda ha mibien Jeruzalem da vibien Javan, evit o fellaat diouzh o douar.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Damask, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwasket Galaad gant ogedoù houarn.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur.
En deiz m'en em zalc'hes a-dal dezhañ, en deiz ma oa diavaezidi o kas e arme evel kemeridi, en deiz ma'z ae estrañjourien dre e zorojoù, en deiz ma taolent ar sord war Jeruzalem, te ivez a oa evel unan anezho.
Askelon a welo kement-se hag en devo aon, Gaza ivez hag e kreno, Ekron ivez hag he gortoz a yelo da get. Ne vo roue ebet e Gaza, ha ne chomo den en Askelon.
Un ael eus an Aotrou a gomzas da Filip hag a lavaras dezhañ: Sav ha kae etrezek ar c’hreisteiz, war an hent a ziskenn eus Jeruzalem da C’haza. An hini a zo distro.
Setu ar ruzderioù aour a roas ar Filistined d'an AOTROU evel aberzh a gablusted: unan evit Asdod, unan evit Gaza, unan evit Askalon, unan evit Gad, unan evit Ekron.