Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Abdia 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 En deiz m'en em zalc'hes a-dal dezhañ, en deiz ma oa diavaezidi o kas e arme evel kemeridi, en deiz ma'z ae estrañjourien dre e zorojoù, en deiz ma taolent ar sord war Jeruzalem, te ivez a oa evel unan anezho.

Ver Capítulo Copiar




Abdia 1:11
13 Referencias Cruzadas  

Nebuzaradan penn ar warded a harluas an nemorant eus an dud a oa chomet e kêr, ar re a oa en em rentet da roue Babilon, hag an nemorant eus an engroez.


AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!


Pa welez ul laer, en em blijez gantañ, ha da lod a zo gant an avoultrerien.


Deuit, emezo, lakaomp anezho da vont da get a-douez ar pobloù, ha ra ne vo komzet ken eus anv Israel.


Rak kuzuliet o deus eus un hevelep kalon, graet o deus un emglev a-enep dit,


Peogwir ec'h eus lavaret: An div vroad hag an div vro a vo din, hag o ferc'hennimp, petra bennak ma'z oa an AOTROU eno,


Tennet o deus d'ar sord va fobl, roet o deus ar paotrig evit ur c'hast, gwerzhet o deus ar plac'hig evit gwin o deus evet.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Gaza, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus harluet evel sklaved un engroez a-bezh evit o dereiñ da Edom.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur.


Hi ivez a zo aet d'an harlu er sklavelezh, he bugale yaouank a zo bet friket en holl gornioù ar straedoù, taolet e voe ar sord war hec'h uhelidi, hag hec'h holl briñsed a voe ereet gant chadennoù.


Kement-se a c'hoarvezo dezho en abeg d'o lorc'hentez, dre m'o deus dismegañset ha goapaet pobl AOTROU an armeoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos