Hag an AOTROU a lavaras dezhañ: Kae en-dro dre an hent er gouelec'h betek Damask, ha pa vi eno ec'h olevi Hazael da roue war Siria.
Amoz 1:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kas a rin war di Hazael un tan a lonko palezioù Ben-Hadad. |
Hag an AOTROU a lavaras dezhañ: Kae en-dro dre an hent er gouelec'h betek Damask, ha pa vi eno ec'h olevi Hazael da roue war Siria.
Joaz mab Joakaz a adkemeras eus daouarn Ben-Hadad mab Hazael ar c'hêrioù en doa hemañ kemeret eus daouarn Joakaz e dad, e-pad ar brezel. Joaz a gannas anezhañ teir gwech, hag ec'h adkemeras kêrioù Israel.
Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn Hazael roue Siria hag etre daouarn Ben-Hadad mab Hazael, e-pad an holl amzer-se.
Goude an traoù-se e c'hoarvezas ma tastumas Ben-Hadad roue Siria e holl arme, hag e pignas da sezizañ Samaria.
Neuze Asa a dennas arc'hant hag aour eus teñzorioù ti an AOTROU ha ti ar roue, hag o c'hasas da Ven-Hadad roue Siria, a oa o chom e Damask, en ur lavarout:
Met ma ne selaouit ket ouzhin, evit santelaat deiz ar sabad, evit chom hep dougen bec'h ebet, evit chom hep ober dont-tre dezho dre zorojoù Jeruzalem da zeiz ar sabad, e lakain an tan en he dorojoù, deviñ a raio palezioù Jeruzalem, ha ne vo ket mouget.
Hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa em bo lakaet an tan en Ejipt, ha pa vo brevet hec'h holl skoazellerien.
Kas a rin tan e Magog hag e-touez ar re a zo o chom e surentez en inizi, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
Israel en deus ankounac'haet an hini en deus e grouet, hag e sav palezioù. Ha Juda en deus savet meur a gêr greñv. Met me a gaso e kêrioù hemañ un tan a lonko palezioù hennezh.
Enaouiñ a rin e mogerioù Rabba un tan a lonko he falezioù gant trouz ar youc'hoù da zeiz an emgann, e-kreiz an arnev, da zevezh ar barr-avel.
Kas a rin e Moab un tan a lonko palezioù Keriod, hag e varvo Moab e-kreiz un trouz bras, youc'hoù ha son ar shofar.
Doue a lakaas da gouezhañ war benn tud Sichem an holl zroug o doa graet. Evel-se e teuas warno mallozh Jotam mab Jerubbaal.