Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, David a gasas Joab, ha gantañ e servijerien hag holl Israel, da zistrujañ bro mibien Ammon ha da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem.
Kas a reas gantañ ivez ar bobl a oa enni, hag o lakaas da droc'hañ gant heskennoù, ogedoù-houarn ha bouc'hili-houarn, hag e reas dezho labourat d'ar forn-vrikennoù. Ober a reas evel-se da holl gêrioù mibien Ammon, ha David a zistroas da Jeruzalem gant an holl bobl.
Ar bloaz war-lerc'h, d'ar c'houlz ma'z a er-maez ar rouaned, Joab a gasas al lod brasañ eus an arme da zistrujañ bro mibien Ammon, hag ez eas da sezizañ Rabba. Met David a chomas e Jeruzalem, ha Joab a bilas Rabba hag a zistrujas anezhi.
An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.
Rak ur bugel a zo ganet deomp, ur mab a zo roet deomp, ar galloud a zo bet lakaet war e zivskoaz, ha galvet e vo: Burzhudus, Kuzulier, Doue kreñv, Tad peurbadus, Priñs ar peoc'h.
Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma rin klevout ar griadenn a vrezel etrezek Rabba mibien Ammon. Dont a raio da vezañ ur bern distruj, he c'hêriadennoù a vo devet dre an tan, hag Israel a berc'henno ar re o devo e berc'hennet, eme an AOTROU.
evit ma teuzo ar c'halonoù ha ma kresko ar c'houzañverien e-kichen an holl zorojoù. Kemeret em eus ar c'hleze gourdrouzus. A! Graet eo evit luc'hediñ, lemmet eo evit lazhadegañ.
en abeg da-se ec'h astennan va dorn warnout, da reiñ a ran evel preizh d'ar broadoù, da lemel a ran kuit a-douez ar pobloù, da zistrujañ a ran a-douez ar broioù, da lazhañ a ran, hag e ouezi ez on me an AOTROU.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.
O c'haset em eus kuit dre ar gorventenn etrezek an holl vroadoù n'anavezent ket, ha war o lerc'h eo bet gwastet ar vro, hep tremeniri ken, hag ar vro a zudi-se a zo deuet da vezañ ur glac'har.
Og, roue Basan, a oa e-unan manet e dilerc'h ar Refaim. E wele a oa ur gwele houarn, ha n'emañ ket e Rabbad e-touez mibien Ammon? E hirder a zo nav ilinad, e ledander pevar ilinad, a ilinad den.