Adlezenn 6:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa c'houlenno da vab ouzhit en amzer da zont: Petra eo an testenioù, ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus gourc'hemennet deoc'h an AOTROU hon Doue? |
hag evit ma tisklêrii da'z mab ha da vab da vab an traoù am bo graet war an Ejipsianed hag ar sinoù am bo graet en o c'hreiz, ha ma ouiot ez on me an AOTROU .
Pa c'houlenno ouzhit da vab un deiz: Petra eo kement-se? Lavarout a ri dezhañ: Gant e zorn kreñv an AOTROU en deus hon tennet eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh;
Hag e tisplegi da'z mab kement-se en deiz-se o lavarout: Abalamour d'ar pezh a reas an AOTROU evidon eo, pa'z on aet kuit eus an Ejipt.
Kelenn ar bugel diwar-benn an hent a dle heuliañ, zoken pa vo kozh ne bellaio ket dioutañ.
Koulskoude, en em ziwall ha taol evezh gant pled ouzh da ene, gant aon n'ankounac'hafes an traoù o deus gwelet da zaoulagad, ha gant aon na'z afent er-maez eus da galon deiz ebet eus da vuhez. O c'helenn a ri da'z mibien ha da'z mibien-vihan.
e lavari da'z mab: Bez' e oamp sklaved da Faraon en Ejipt, hag an AOTROU en deus tennet ac'hanomp eus an Ejipt gant un dorn kreñv.
o c'helenn a ri da'z mibien hag e komzi diouto pa vi ez ti ha pa gerzhi war an hent, pa c'hourvezi ha pa savi,