Ne oa en arc'h nemet an div daolenn-vaen, en doa lakaet Moizez enni en Horeb, pa reas an AOTROU un emglev gant mibien Israel pa oant deuet er-maez eus bro an Ejipt.
Adlezenn 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e roas da glevout e emglev, a c'hourc'hemennas deoc'h da virout: an dek gourc'hemenn. Hag e skrivas anezho war ziv daolenn vaen. |
Ne oa en arc'h nemet an div daolenn-vaen, en doa lakaet Moizez enni en Horeb, pa reas an AOTROU un emglev gant mibien Israel pa oant deuet er-maez eus bro an Ejipt.
Bremañ mar sentit ouzh va mouezh ha mar mirit va emglev, c'hwi a vo va c'haerañ teñzor a-douez an holl bobloù, rak an holl zouar a zo din.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Pign davedon war ar menez ha chom eno, hag e roin dit taolennoù maen, al lezenn hag ar gourc'hemennoù am eus skrivet evit o c'helenn.
Pa en deus echuet Doue da gomz gant Moizez war Venez Sinai, e roas dezhañ div daolenn an Testeni, taolennoù maen skrivet gant biz Doue.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Gra div daolenn vaen evel ar re gentañ, hag e skrivin war an daolenn-se ar c'homzoù a oa war an taolennoù kentañ ac'h eus torret.
Eñ a voe eno gant an AOTROU daou-ugent devezh ha daou-ugent nozvezh, ha ne zebras ket bara ha ne evas ket dour. Hag e skrivas war an taolennoù komzoù an emglev, an dek komz.
a zo Israeliz, a zo bet roet dezho an advugelañ, ar gloar, an emglevioù, donezon al lezenn, al lid, ar promesaoù,
Hogen ar ministrerezh a varv, hini al lizherennoù engravet war vein, a zo bet ken glorius ma ne c’helle ket mibien Israel sellout start ouzh dremm Moizez, abalamour da c’hloar e zremm, petra bennak ma tlee tremen,
An AOTROU a gomzas a-greiz an tan; klevet hoc'h eus ur vouezh a gomze hep gwelout skeudenn ebet, klevet hoc'h eus ur vouezh hepken.
En amzer-se an AOTROU a c'hourc'hemennas din kelenn deoc'h reolennoù ha barnedigezhioù, evit ma reot diouto e-kreiz ar vro ma'z eot e-barzh d'he ferc'hennañ.
An AOTROU a lavaras ar c'homzoù-se d'an holl vodadenn war ar menez a-greiz an tan, ar c'houmoul hag an deñvalijenn, dre ur vouezh kreñv, ha netra ouzhpenn. Hag e skrivas anezho war ziv daolenn vaen a roas din.
eno e oa an aoter aour evit an ezañs hag arc’h an emglev holl c’holoet a aour, e-lec’h ma oa ul lestr aour hag ennañ ar mann, gwialenn Aaron he doa bleuniet ha taolennoù an emglev.