Kit, goulennatait an AOTROU evidon, evit ar bobl hag evit Juda a-bezh, diwar-benn komzoù al levr a zo bet kavet. Rak bras eo kounnar an AOTROU a zo entanet a-enep deomp, dre ma n'o deus ket sentet hon tadoù ouzh komzoù al levr-mañ, evit ober hervez kement a zo skrivet evidomp.
Ne ri ket a emglev gant tud ar vro, gant aon pa en em roint d'ar gasterezh gant o doueoù ha pa aberzhint d'o doueoù, na bedo unan bennak anezho ha na zebri eus o aberzhoù.
Ne'c'h eus ket klevet, ne'c'h eus ket anavezet, n'eo ket bet digoret a-raok da skouarn, rak gouzout a raen na vankfes ket da vezañ disleal: Anvet out bet disent abaoe ar c'hof.
Setu perak fulor an AOTROU en em danas a-enep e bobl, astennet en deus e zorn warno ha skoet ganto, ar menezioù o deus krenet, o c'horfoù marv a oa evel teil e-kreiz ar straedoù. En desped da gement-se e fulor ne harz ket, e zorn a chom bepred astennet.
N'eus den hag a c'halvfe da anv, nag a zihunfe evit en em stagañ ouzhit. Setu perak ec'h eus kuzhet da zremm ouzhimp, hag ec'h eus lakaet ac'hanomp da deuziñ en abeg d'hon direizhder.
Deuet int war-raok evit stourm ouzh ar Galdeiz, hag ez eo an tiez leun a gorfoù marv tud am eus skoet ganto em c'hounnar hag em fulor, hag en abeg d'o holl zrougiezh e kuzhan va dremm ouzh ar gêr-mañ.
Hag e ouezo ar broadoù ez eo aet ti Israel en harlu en abeg d'e zireizhder, rak pec'het o deus a-enep din. Setu perak em eus kuzhet va dremm outo, hag em eus o lakaet etre daouarn o enebourien, hag ez int kouezhet holl dre ar c'hleze.
Bremañ, skrivit ar c'hantik-mañ. Kelennit anezhañ da vibien Israel, lakait anezhañ en o genoù, evit ma servijo din ar c'hantik-mañ da dest a-enep mibien Israel.
Met ne fellas ket dezho selaou ouzh ar varnerien, hag en em rojont d'ar gasterezh gant doueoù all o stouiñ dirazo. Buan e tistrojont eus an hent m'o deus kerzhet warnañ o zadoù, o sentiñ ouzh gourc'hemennoù an AOTROU. Int ne rejont ket evel-se.