La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Adlezenn 28:56 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Ar wreg tenerañ en ho touez, an hini flourañ, an hini n'he dije ket aesaet lakaat sol he zroad war an douar, dre flourded ha dre denerded, a sello gant ul lagad drouk ouzh he fried karet-mat, ouzh he mab hag ouzh he merc'h,

Ver Capítulo



Adlezenn 28:56
8 Referencias Cruzadas  

Lavarout a ra an AOTROU: Dre ma'z eo lorc'hus merc'hed Sion, ha ma kerzhont ar gouzoug astennet, oc'h ober sin gant o daoulagad, dre ma kerzhont a gammedoù bihan, o lakaat da dintal o c'helc'hioù-treid,


Diskenn hag azez er boultrenn, gwerc'hez merc'h Babilon, azez d'an douar, hep tron, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet: Tener ha plijus.


An hini gaer, an hini flour, merc'h Sion, me a zistrujo anezhi.


Daouarn tener ar maouezed o deus poazhet o bugale, a zo deuet boued dezho, e-kreiz diskar merc'h va fobl.


Met petra oc’h aet da welout? Un den gwisket gant dilhad kaer? Setu, ar re a zo gwisket gant dilhad kaer a zo e tiez ar rouaned.


An den tenerañ en ho touez, an hini flourañ, a sello gant ul lagad drouk ouzh e vreur, ouzh e wreg karet-mat hag ouzh ar restad eus e vibien en devo espernet,


ne roio da hini ebet anezho kig e vibien a vo o tebriñ, dre ma ne chomo netra gantañ, e-pad ar seziz, en anken ma o devo lakaet ac'hanout da enebourien ez holl zorojoù.