Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Izaia 3:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Lavarout a ra an AOTROU: Dre ma'z eo lorc'hus merc'hed Sion, ha ma kerzhont ar gouzoug astennet, oc'h ober sin gant o daoulagad, dre ma kerzhont a gammedoù bihan, o lakaat da dintal o c'helc'hioù-treid,

Ver Capítulo Copiar




Izaia 3:16
16 Referencias Cruzadas  

An ourgouilh a gas dirak an distruj, hag ur spered lorc'hus dirak an diskar.


An daoulagad lorc'hus hag ar galon c'hwezhet eo lamp ar re zrouk, ha n'eo nemet pec'hed.


bez' ez eus ur rumm a dud hag a zo lorc'hus e zaoulagad ha savet e valvennoù,


Deuit er-maez, merc'hed Sion, sellit ouzh ar Roue Salomon gant ar gurunenn he deus lakaet e vamm war e benn da zeiz e zimeziñ, da zeiz levenez e galon.


Merc'h Sion a zo chomet, evel ul lochenn en ur winieg, evel ul logell en ur park kokombrez, evel ur gêr kelc'hiet.


An douar a zo e kañv ha faezh, ar bed a zo mantret ha faezh, pobloù brasañ an douar a zo mantret.


Rak emañ an Aotrou, AOTROU an armeoù, o vont da lemel eus Jeruzalem hag eus Juda pep sikour ha pep skoazell, pep sikour a vara, pep sikour a zour,


an AOTROU a lakaio moal pennoù merc'hed Sion, an AOTROU a zizoloio o noazhder.


En deiz-se e lamo kuit an AOTROU bravder ar c'helc'hioù-treid o tintal, an taledennoù, al loarennoù,


Ha tud yaouank a roin dezho da gabitened, ha bugale a reno warno.


p'en devo an AOTROU gwalc'het hudurnez merc'hed Sion, ha glanaet Jeruzalem diouzh ar gwad a zo en he c'hreiz, dre ar spered a reizhder ha dre ar spered a guzum.


En deiz-se ne vi ken mezhek en abeg d'an holl oberoù ec'h eus pec'het drezo a-enep din; rak neuze e lamin eus da greiz an holl re a zo bet laouen gant da lorc'h, ha ne gendalc'hi ken da vezañ lorc'hus war venez va santelezh.


Lavarit da verc’h Sion: Setu, da roue a zeu da’z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras: Merc’hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc’h hoc’h-unan ha war ho pugale,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos