Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.
Adlezenn 28:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An neñvoù a vo arem a-us da'z penn, hag an douar a vo houarn dindanout. |
Elia an Tishbiad, unan eus annezidi Galaad, a lavaras da Akab: Bev eo an AOTROU Doue Israel, en em zalc'han dirazañ! E-pad ar bloavezhioù-mañ ne vo na glizhenn na glav, nemet da'm c'homz.
hag e frikin ourgouilh ho kalloud. Lakaat a rin ho neñv evel houarn hag ho touar evel arem.
Dinac'het em eus ivez ar glav ouzhoc'h pa chome c'hoazh tri miz betek an eost. Lakaet em eus da c’hlavañ war ur gêr, ha ne'm eus ket lakaet da c’hlavañ war ur gêr all; ur park en deus bet glav, hag ur park all n'en deus ket bet glav hag en deus disec'het.
En abeg da-se, an neñvoù dreistoc'h a zalc'h ar c'hlizhenn, hag an douar a zalc'h e eost.
An AOTROU a skoio warnout gant al langis, an derzhienn, an danijenn, an devad, ar c'hleze, ar walenn hag an disliv, a heulio ac'hanout betek ma vi aet da goll.
An AOTROU a roio poultr hag uloc'h evel glav da'z touar; diskenn a raio warnout eus an neñv, betek ma vi distrujet.