Me a garfe e vefent kizellet war ur roc'h gant ur gizell houarn ha gant plom, evit biken.
Adlezenn 27:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Skrivañ a ri war ar vein holl gomzoù al lezenn-mañ, o verkañ anezho mat. |
Me a garfe e vefent kizellet war ur roc'h gant ur gizell houarn ha gant plom, evit biken.
An AOTROU en deus respontet din o lavarout: Skriv ar weledigezh hag engrav anezhi war daolennoù, evit ma vo lennet aezet.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc’h e parabolennoù hag e komzin deoc’h sklaer diwar-benn an Tad.
Kinnig a ri aberzhoù a drugarekadennoù, hag e tebri eno, hag e laouenai dirak an AOTROU da Zoue.
Moizez hag an aberzhourien, al Levited, a gomzas ouzh holl Israel o lavarout: Tav ha selaou, Israel! Deuet out hiziv da vezañ pobl an AOTROU da Zoue.
evel m'en doa gourc'hemennet Moizez servijer an AOTROU da vibien Israel, hag evel ma'z eo skrivet e levr lezenn Moizez. Un aoter savet gant mein diaoz e oa, ha ne oant ket bet stoket outo gant an houarn. Profañ a rejont warni loskaberzhoù d'an AOTROU , hag e kinnigjont aberzhoù a drugarekadennoù.