Adlezenn 24:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Mar kasa anezhi ar pried diwezhañ-mañ, e lakaio dezhi en he dorn ur skrid a dorr-dimeziñ, hag he c'haso kuit eus e di, pe mar deu da vervel ar pried diwezhañ-mañ en deus he c'hemeret evit e wreg,
Evel-henn e komz an AOTROU: Pelec'h emañ ar skrid a dorr-dimeziñ eus ho mamm, am eus kaset kuit anezhi drezañ? Piv eo an hini eus va c'hredourien am eus gwerzhet ac'hanoc'h dezhañ? Setu, en abeg d'ho pec'hedoù ez oc'h bet gwerzhet, en abeg d'ho mankoù eo bet kaset kuit ho mamm.
Hag em eus gwelet penaos, petra bennak ma em eus kaset kuit Israel an adfeilherez en abeg d'hec'h avoultriezh, ha ma em eus roet dezhi he skrid a dorr-dimeziñ, Juda ar c'hanazez n'he deus ket bet aon, hag eo en em roet d'ar gasterezh hi ivez.
P'en devo kemeret un den ur wreg ha dimezet dezhi, ma ne gav ken houmañ trugarez dirak e zaoulagad, dre m'en devo kavet enni un dra bennak mezhus, e lakaio dezhi en he dorn ur skrid a dorr-dimeziñ, hag he c'haso kuit eus e di.
he fried kentañ, an hini en deus he c'haset kuit, ne c'hello ken hec'h adkemer evit e wreg, goude ma vo bet saotret, rak un euzhusted e vefe dirak an AOTROU, ha ne lakaio ket da bec'hiñ ar vro a ro dit an AOTROU da Zoue evel hêrezh.