Mibien Jakob a zistroas eus ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-mañ a voe gwall c'hlac'haret ha droug enno eus an dra vezhus en doa graet Sichem da Israel o kousket gant merc'h Jakob, ar pezh ne oa ket d'ober.
Adlezenn 22:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met mard eo gwir an dra, ma ne vefe ket bet kavet gwerc'hez ar plac'h yaouank, |
Mibien Jakob a zistroas eus ar parkeier pa glevjont kement-se. Ar re-mañ a voe gwall c'hlac'haret ha droug enno eus an dra vezhus en doa graet Sichem da Israel o kousket gant merc'h Jakob, ar pezh ne oa ket d'ober.
Jozef, he fried, o vezañ un den reizh, pa ne felle ket dezhañ he mezhekaat, a c’hoantaas he c’has kuit e-kuzh.
pa vo lavaret-se dit hag ez po klevet diwar-benn an dra-se, e reni un enklask gant evezh. Mard eo gwir ha sur ar pezh a vo bet lavaret, un euzhusted a vo bet graet en Israel,
Paeañ a raio un dell a gant sikl arc'hant da dad ar plac'h yaouank, dre m'en devo dismegañset ur werc'hez eus Israel. Hag e vo e wreg, ha ne c'hello ket he c'has kuit e-keit ha ma vevo.