Roet ec'h eus dezho rouantelezhioù ha pobloù, ac'h eus lodennet dezho dre gornadoù. Hag e perc'hennjont bro Sihon, bro roue Hesbon, bro Og roue Basan.
Adlezenn 2:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Sihon a yeas a-ziarbenn deomp gant e holl bobl evit stourm ouzhimp e Jahaz. |
Roet ec'h eus dezho rouantelezhioù ha pobloù, ac'h eus lodennet dezho dre gornadoù. Hag e perc'hennjont bro Sihon, bro roue Hesbon, bro Og roue Basan.
An AOTROU a lavaras din: Sell, emaon o vont da reiñ dit Sihon hag e vro. Krog da berc'hennañ e vro evel hêrezh.
An AOTROU hon Doue a roas anezhañ deomp, pilet eo bet ganeomp, eñ, e vibien hag e holl bobl.
Aet omp en-dro da bignat dre hent Basan. Og, roue Basan, a yeas a-ziarbenn deomp gant e holl bobl evit stourm ouzhimp en Edrei.
Setu rouaned ar vro a voe trec'het gant mibien Israel; hag e perc'hennjont o bro en tu all d'ar Jordan etrezek ar sav-heol, adalek froud an Arnon betek Menez Hermon hag an holl blaenenn er sav-heol: