D'ar pevarzekvet bloaz, Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ a zeuas hag a bilas ar Refaim en Ashterod-Karnaim, ar Zuzim en Ham, an Emim e Shave-Kiriataim,
Adlezenn 2:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An Emim a oa o chom eno gwechall, ur bobl vras ha niverus, a vent uhel evel an Anakim. |
D'ar pevarzekvet bloaz, Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantañ a zeuas hag a bilas ar Refaim en Ashterod-Karnaim, ar Zuzim en Ham, an Emim e Shave-Kiriataim,
Jishbi-Benob, unan eus mibien Rafa hag en doa ur goaf a boueze tri c'hant sikl arem, a oa gourizet a-nevez hag en doa c'hoant da skeiñ war Zavid.
Pignat a rejont dre ar c'hreisteiz hag e teujont betek Hebron, e-lec'h ma oa Ahiman, Sheshai ha Talmai, mibien Anak. Hebron a oa bet savet seizh vloaz a-raok Zoan en Ejipt.
Da belec'h emaomp o pignat? Hor breudeur o deus lakaet hor c'halonoù da deuziñ o lavarout: Ur bobl vrasoc'h hag a vent uheloc'h egedomp eo; ar c'hêrioù a zo bras ha mogeriet betek an neñv; gwelet hon eus eno mibien Anak.